Skrivagnerez da 17 vloaz

Chronique publié le 7/09/17 11:28 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/42/42992/42992_1.jpg
War ar renk evit Priz ar Yaouankiz 2017/2018

Bloavezh ar bak e lise Jean Macé : setu Ilan o skrivañ un danevell deuet da vout ur romant, asambles gant ul lisead all. Un eostad fonnus a zo bet e Lann er stêr ar bloaz-mañ gant klasad Myriam Guillevic : embannet e vo daou levr evit Priz ar Yaouankiz, "Teñzorioù" evit ar re 6vet/5vet skrivet gant Ilan Kervoas-Le Nabat ha Sulian Le Bozec-Chiffoteau, ha "Rederien Mor" gant A.Luron, A. Le Fée, B.Guillotin hag ar gelennerez, Myriam.

Awenet e oa bet o labour gant ar mor, tem dibabet a-stroll gant ar c'hlasad. Goude ul labour war an urzhiataer a-hed ar bloaz, hag ul labour hiniennel er gêr, setu ar skridoù kaset da juri Priz ar Yaouankiz. Degemer mat neuze d'ar pemp skrivagner.ez nevez.

Ha gourc'hemennoù da Ilan, evit bout kaset ar bak asambles gant ar romant. Gant ma vo kement a blijadur gant ar re yaouank a lenno anezho !

Evit gourc'hemenn anezho : (voir le site)


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.