Ar gwez, tem kenstrivadeg haiku Taol Kurun

Communiqué de presse publié le 5/09/17 15:12 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:1
https://abp.bzh/thumbs/42/42973/42973_1.jpg
D'ho pluennoù !

16 vet kenstrivadeg haiku : ar gwez

Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar c'hurun, ar sklerijenn, al labous, ar glav, ar c'han, an hent.. Setu tro ar gwez, an tem dibabet.

Simpl eo ar reolenn : ret eo kas tri haiku d'ar muiañ (3 werzenn 5/7/5 troad) e brezhoneg, galleg pe gallaoueg. Un haiku a vez diaezezet war ar sellout opizh ouzh traoù simpl tro dro deoc'h, un dra a zo c'hoarvezet dindan un amzer verr hag a zo fromus, direnkus, dic'hortoz...

Ret eo kas ar barzhonegoù a-raok d'ar c'hentañ a viz Genver 2018 da D/Taol kurun (taolkurun@laposte.net).

Prest e vo al lec'hienn (voir le site) dizale gant an tem nevez.

Skouerioù

Ar brankoù o strakal

an diskar amzer

o kanañ Liberta. Jeanne

Gwez derv kozh gleb

ne chom gant Gerampuilh

'met rock an avel. MK

Taolet 'n traoñ ar gwez

hag o nezihoù birvidik -

kan skiltr an heskenn. Mai Ewen

Bleunioù peseurt gwezenn

n'eus ket tu da c'houzout

met pebezh frond. Bashô

Embannet e vo el linenn diouzhtu war lec'hienn festival Taol kurun hag e vo roet ar prizioù (levrioù, dafar evit skrivañ barzhonegoù, embannadur en ul levrig) e-pad ar festival, e miz Genver 2018 ba mediaoueg Kemperle

Setu, d'ho pluennoù neuze !


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024
Ar wezenn ?
Pehini eta ?
Ar gwez eo dodenn da genstrivadeg..
Cf : Pennad Yann Gerven ar sizhun-mañ...
Ne vez ket implijet nemeur an unander e degouezioù-se e brezhoneg...
Da skwer : La journée de la femme, Devezh ar merc'hed pe ar gwargez...lies eta.
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.