Pegen bihan e seblant bout ur skol Diwan pa vez gwelet anezhi… Met pa vez bodet an holl, pe lod anezhe, aze e vez gwelet un nerzh divent, ur c'hoant da vont pelloc'h, bugale laouen da welout ar re all o vrezhonegiñ, ha raktresoù da gas a-hed ar bloaz, gant ar vugale, ar gerent, ar gelennerien all...
Euroskol
Evit lidañ dek vloavezh ar rouedad skolioù Diwan e oa bet lidet war an ton bras e Brest e 1988 gant ur c'haner mil vrudet : Johnny Clegg o kanañ « Asimbonaga », ur mor a dud a oa deuet d'ar Penfeld evit selaou anezhañ hag an holl skolioù Diwan. Ur pezh c'hoari, « Ma c'helljen-me kanañ laouen » a oa bet c'hoariet, setu testeni Phil al Lay :
« Ne vo ket lakaet bewech beaj Maelduina, n'eus ket tu mont ken pell bewech, met evit Kervarker 'oa bet graet ar memes tra. Se a oa ul lusk ' benn ar fin, aze e oa ur pezh mell raktres, ar skol hag ar skolaerien o doa da raktresañ an dra-se e pad ur miz da nebeutañ, hag e oa rediet ober brav, en em ziskouez ha tout, an dra-se a rae memestra, ha benn ar fin, e oa ur sikour da vat evit ar skolaerien peogwir e roe dezho ur pal, ur pal dermenet». (Phil Le Lay).
Barzhaz Breizh ar Yaouankiz
Ur pezh mell raktres c'hoariva zo bet kaset div wech gant skipailh Goulc'han Kervella : leurenniñ ar Barzaz Breizh e Maner Kernod e miz Mae 1995. Bugale ampart, gwisket brav evit c'hoari markiz Pontkalleg, bosenn Ellian, Meurlarjez Banaleg… Siwazh e oa bet taolioù kurun ha glav da nav eur noz met adc'hoariet e oa bet e c'hoariva kozh Montroulez gant ur sal leun-chouk ! Barzaz Breizh ar Yaouankiz a oa bet e Montroulez gant ar skolioù ivez, hag evit ar c'hentañ Redadeg, setu e sal Glenmor holl skolajidi Diwan Kemper war al leurenn (seizh klasad) o c'hoari « Nomenoe-oe », skrivet gant Jakez Riou, ha leurennet, ur wech adarre, gant Goulc'han Kervella ha strollad Ar Vro Bagan. Ha petra 'vo evit 40 vloavezh Diwan e 2017-2018 ?
■