Tud a youl-vat : hepto, festival ebet !

Chronique publié le 3/09/17 18:17 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Breizh, douar ar re a youl-vat, ar festivalioù, an degemer. Bremañ e vez anavezet gant tud yaouank Europa Karaez gwelloc'h eget bord ar mor...

An arzourien, ar strolladoù brudet a zo kaoz, eveljust. Met ma ne vefe ket tud degemerus, prest da zrement eurvezhioù ' pad da brientiñ krampouezh, boued, boeson, kig moc'h, ... petra ' vefe ?

Neuze, trugarez ha gourc'hemennoù dezho, evit o mousc'hoarzh, o fent, o c'hoant da sevel ur gevredigezh kengred gant tud o komz, ' maez eus an ti, ' maez eus al labour ha poanioù ar bed hag ar vuhez...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?