Web tv ar festival : an in hag an off

Chronique publié le 23/08/17 10:08 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Pa vez goulennet gant an dud pet departamant a zo gant Breizh, pe ma vez poellek e vefe Naoned e Breizh... e vez kavet a bep seurt respontoù. Evit an eil «microtrottoir», e vez gwelet anat n'eo ket aes evit an dud reiñ ur respont sklaer, estreget evit an dud a zo o tont eus Naoned hag a oar eus petra zo kaoz.

Met ar souezhusañ tra (25vet eilenn ar filmig), skrivet gant ar filmour ouzh ar skeudenn, eo an daou filmour «web tv ar festival» ofisiel (an «in») n'anavezont tra war Breizh ha ganto emañ skeudennoù «ofisiel» ar festival war lerc'hienn ar FIL.

Evit an dud o dije amzer da sellet pizh ouzh an holl filmigoù, interessant e vefe da welet ma oa bet filmet «Naoned e Breizh», ar giton devezh an dibunadeg veur, pe ar stand «Breizh Unvanet» dirak Palez ar C'hendalc'hioù. Ne vefe ket souezhus ne vefe ket bet diskouezet neblec'h...

Hir an hent, skuizh an den, a lâre tud fur. Ret e vo gortoz c'hoazh, daoust d'ar strivoù graet evit ar yezh ar bloaz-mañ, ar c'hentelioù brezhoneg... Piv oar, gant bro Gembre pedet 'benn bloaz e vo araokadennoù brasoc'h c'hoazh ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?