Met piv oa ar roue Arzhur ?

Chronique publié le 20/08/17 17:17 dans Histoire de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

An teulfilm-mañ a zo interessant evit meur a abeg : istorourien eus Kembre (Cardydd, Aberystwith...), dielloù forzh pegement. Penaos oa bet kontet istor Arzur ? Piv oa ar skrivagnerien o doa, abret-tre, kontet e istor ? Staliet e oa bet e Kerleon gant ar Romaned ur c'hêr divent, evit an armeoù, met evit ar c'hoñvers ivez, ha chomet e oant... pevar c'hantved !

E 1066, Guillaume le Conquérant, deuet eus bro C'hall, a sav 200 kastell. Skrivet gant Geoffroy de Monmouth, istor ar roue Arzhur a vez kontet e pep lec'h e lez an noblañsed Europa. Diazezet war ar Mabinogi savet e bro Gembre, gant mojennoù a c'hellfe bout kozh-Noe, pe ijinet da vat... e seblant Arzhur bout ur roue feal, galloudus, skarzhet gantañ ar Saozon, an Normandiz, ar C'hallaoued... Lazhet e oa bet gant Arzhur jeanted hag erevent, setu perak eo banniel Kembre hini an aerc'houant ruz. Marv en un doare kevrinus, tromplet gant e wreg Guenièvre gant e wellañ marc'heger, Lancelot. Lavaret e vez er fin ar vojenn e teuio en dro ar roue evit saveteiñ e vro.

Himmler a oa sot gant istor Arzur, ha goude marv Kennedy oa bet graet Arzur eus outañ evit lavarout e oa ur roue ken feal ha ken just ha roue Kembre

E Kembre, e fin an XIXvet kantved eo pouezus-kenañ perzh Lady Charlotte Guest, dimezet gant rener un uzin vras. Troet ganti e saozneg, ar Mabinogi a ra tro Europa.

Hag hiziv ? Ar c'hoarier rugby Arthur e fin ar film a gont penaos e oa deuet roue pa oa bet trec'h skipailh Kembre a-enep skipailh Saozon... KLen kreñ ha ken galloudus hag ar roue kozh !


Vos commentaires :
Michel Treguer
Dimanche 22 décembre 2024
Iskiss ha souezhus eo, Fanny, ne vije ket lavaret sklaeroc'h gant piv eo bet savet ar film-se !

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?