Marv eo Yann-Ber Kalloc'h kant vloaz'zo dija

Chronique publié le 15/08/17 12:12 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0

Daou soner, ur c'haner. Ur wern e kreiz al leurenn evit komz eus buhez an den a veve kreiz ar mor, war enezenn Groe, gant un tad pesketour beuzet e 1907.

Piv oa Yann Ber Kalloc'h ? E-pad ar festival e oa bet menneget ar barzh e-pad prezegennoù, abadenn YF Kemener e Palez ar C'hendalc'hioù, er c'hazetennoù. Un den bras, 1,84 m, gant daoulagad glas, karet gant tud e rejimant, a ouie brezhoneg hag en doa studiet ar Barzaz Breizh, c'hoant gantañ dastum tonioù e enezenn ha stourm evit Breizh. Un den a skrive.

C'hoant gantañ bout beleg, met d'ar mare-se e oa meur a hini a yae war ar vicher-mañ. "Feiz ha Breizh", se oa e doare da welet ar bed. Stourm evit dazont ur vro gwallgaset gant Bro C'hall a felle dezhañ ober.

Interessant-kaer eo labour Yann-Fañch Kemener, o veskañ war al leurenn ar galleg hag ar brezhoneg, komzet gant taol mouezh bro Gwened. Gant ma vo selaouet buan ar CD evit selaou pep barzhoneg, ha lennet e skolajoù ha liseoù oberenn ar barzh, lazhet d'an 10 a viz Ebrel 1917, d'an oad a 28 vloaz.


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.