Plas ar brezhoneg er festival : n'eo ket re fall !

Chronique publié le 15/08/17 0:42 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0

Komz brezhoneg, suis-alamaneg, asturianeg … er festival ?

E straedoù an Oriant e vez klevet meur a yezh : ar galleg, da gentañ, met a bep seurt yezhoù ivez : saozneg, nederlandeg, alamaneg…. Setu neuze ul lec’h dispar evit keñveriañ ar yezhoù : e takad ar gomz hag ar c’hengred, un daolenn vras a zo da glask bemdez, gant gerioù tost a-walc’h evit ar yezhoù keltiek. Bemdez e veze leuniet an daolenn gant sikour paotr Asturias a leunie gant e I-phone (hezoug, pe « portab ») evit ar gallaoueg, anavezet gantañ mignoned bro C’hallo.

E-pad pemp devezh, e Tachad ar gomz hag ar c’hengred e oa un abadenn gant Radio Bro Gwened gant kanerien ha sonerien ar festival da 5e15, war eeun war al leurenn gant Erik Menneteau, Roderig ha tud ar skipailh.

Mod all, e tachad ar gomz atav, kinniget oa bet d’an dud c’hoarioù evit dizoleiñ ar yezhoù keltiek, hag ur stal evit dizoleiñ ar brezhoneg a oa kinniget c’hwec’h gwech gant skolioù Diwan Kemperle hag an Oriant. Anvioù lec’h hag anvioù tud, goul’ peadra da evañ e tavarnioù ar festival, ar mixing etre brezhoneg ha galleg (les «bretonnismes»), chaseal haiku a zo bet graet ivez, dansal ha kanañ, deskiñ un tamm kreiz,... Etre ugent ha daou-ugent a dud zo bet bemdez, estreget evit an haiku... gant pevar den hepken, met brav e oa an disoc’h !

Gant Mignoned ar brezhoneg e oa bet kinniget « stalioù flash » e meur a lec’h b’an Oriant ; stad Breizh, liorzh al luzherien, hag e Kae Breizh. Evit an divyezhegezh, ‘oa ket fall, daoust d’an ti-krampouezh Diwan bout unyezhek ! (ur skritell vras gant "crêperie" e lizherennoù bras, met "ti krampouezh" ebet !)

Abadennoù e brezhoneg, evel hini Janlug ar Mouel ha Yann Fanch Kemener... kinniget e galleg, siwazh deomp. 'Benn bloaz e vefe mat d'ar festival kinnig an holl abadennoù C'hoariva meur, Tachad ar Morlu, ha Palez ar C'hendalc'hioù e yezh ar vro. Piv zo prest da c'houlenn diganto ? Ul lizher sinet gant meur a gevredigezh ?


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.