Lennegezh bro Skos : Walter Scott

Chronique publié le 6/08/17 1:16 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42817/42817_1.jpg
Walter Scott

Goude Macpherson (1760) gant «Ossian» en doa boulc'het hent ul lennegezh a glaske sevel un identelezh «kelt», gant testennoù zo bet adkempennet gantañ, e oa bet heuliet an addizoleiñ pinvidigezh mojennoù hag istorioù ar Grennamzer gant Walter Scott, dastumer, skrivagner «romantoù istorel».

Setu ur pennad dibabet ha troet eus un oberenn brudet a ziskouez e arz :

«The Lay of the Last Minstrel, Canto 1, 1805, Walter Scott

Each after each, in due degree,

Gave praises to his melody ;

His hand was true, his voice was clear,

And much they long'd the rest to hear.

Encouraged thus, the Aged Man,

After meet rest, again began. »

Lae ar barzh diwezhañ, kan 1, 1805, Walter Scott

Pep hini a roe he soñj da bep hini

D'e sonenn gaer-meurbet e kanent meuleudi

E zorn oa feal, ha sklaer-dour-glas e vouezh

Ha c'hoant o doa e selaou c'hoazh, noz ha deiz

Bountet gant ar merc'hed, setu prest an den kozh

Goude un tamm repoz, e kan e vravañ poz...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?