Erminigoù 2017 : An Erminig Aour gant Gwened ha Karaez !

Communiqué de presse publié le 23/05/17 21:59 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

Ur wech ouzhpenn e oa bet diaes dispartiañ ar filmoù etreze : 21 film resevet, 13 film skignet e sinema ar C'hazeg C'hlas dirak 300 skolajiad Breizh a-bezh (Gwened, Naoned, Gwiseni, Ar Releg, Kemper, Plijidi) da vintin ha goude merenn.

Fent gant «An aval douar», «Enseller ar blanko», enklask war istor Diwan gant «Tres buhez Diwan», «Remziadoù Diwan»... Peadra oa da vout laouen gant ar pezh oa bet ijinet, filmet ha frammet gant ar re yaouank hag o gelennerien.

Erminig aour an teulfilm :

- «Tres buhez Diwan», lise Diwan Karaez

Erminig aour ar film faltazi :

- «Ur fest evit 40 vlez Diwan», skolaj Diwan Gwened

Erminig ar gwellañ aktour

- «Enseller ar blanko», skolaj Diwan Naoned

Erminig an arvesterien

- «Skol ar sorserien e lise Diwan Karaez», lise Karaez

Erminig ar brezhoneg bravañ

- «Daou spurmant», skolaj Diwan Gwened

Erminig ar gwellañ senario

- «Kevrin an 40 vloaz», skolaj Diwan Gwened


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?