Denez Abernot, skolaer kentañ ba Diwan

Chronique publié le 19/05/17 11:06 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Brav an amzer, un ti bihan war ar menez o sellout ouzh ar mor, un dremmwel brav-eston a cheñch gant liv an amzer gant al lanv, gant imor an avel..;

«FC- Ar bedagogiezh Diwan, petra eo ? »

DA- Me, ne ouien netra...

«- Just a-walc’h, penaos ‘peus graet ? »

DA- Giz ma c’hellen. Ben, ... Da gentañ oa bet kroueet Diwan d’al lun. Ar skol a zigore d’al lun, me ‘meus gouezet e zeufen aze un devezh a-raok ... D’ar sul vintin peogwir sañset, m’oa ket klevet anv eus Diwan seurt ebet, sañset d’am soñj ar re o doa c’hoant ober ar skol o doa kavet ur skolaerez, unan a ouie micher d’ober skol ha n’he doa ket a bost ha n’ouzon ket ma z’he deus graet espres pe get met d’ar sadorn oa kinniget ur post all dezhi. Setu, hi, n’ouzon ket piv e oa, hi deus kavet gwelloc’h kavout he fost en deskadurezh stad, setu ar re o doa da zigor ar skol a zo chomet glapez, ma karez, hag o deus paseet tout o hañvezh da bellgomz evit kavout ha d’ar sul vintin o deus pellgomzet din.

«FC- neuze, galvet war an taol, ha lavaret’peus ya diouzhtu ? »

DA- Bez oa ur pleustradeg gant ar Vro bagan,d ‘ar sul vintin. Me oa c’hoarier ganto abaoe ur bloaz pe zaou hag edomp, me gav din, e ti Jakez ar Born justamant, e Gwiseni hag ez eus bet un taol pellgomz da lavaret eo mont da welout tud e Lambaol d’ar sul da greisteiz moarvat kwa. Ar skol a oa digoret an devezh a-raok, setu, lâret ‘m eus ya dezho. Ha deuet mod-se skolaer deus an dervezh d’an all ha n’em boa james graet a-raok.

«FC- Peseurt stummadur ‘poa ? »

DA - Graet ‘moa un tammig pesketañ, un tammig skol veur, ha netra... Un tammig, un tammig buhez a bep seurt, a bep seurt micher

«FC - ret e oa kavout ar BAK d’ar mare-se ? »

DA - Ya, bet ‘m oa bet, enskrivet e skol veur n’ont ket bet james d’ar c’hentelioù, gav ket din, un tammig pesketañ ‘m oa graet ivez, un tammig mareadoù ‘m oa graet c’hoazh, bevañ a raen mod-se, hag en em gavet mod-se d’un devezh d’an all e Lambaol.

«FC- Labouret ‘ poa gant bugale a-raok ? »

DA- James. Setu en emgavet an devezh war lerc’h gant pemp a vugale e Lambaol. N’anavezen na Lambaol, nag ar skol, nag ar vicher skolaer, na netra. Ma ne vije ket ar brezhoneg, ne oa netra da ober benn ar fin. Mod-se eo bet.

«FC- Ha tud zo deuet da sikour ?»

DA- Ya, me gav din ez eus deuet meur a hini da welout ac’hanon. Forzh penaos e oamp e fin miz Mae. Setu benn ar fin oa ‘met ur miz d’ober, merc’hed a oa deuet d’am soñj da sikour ac’hanon, meur a hini.

«FC- Hag ar gerent oa a-du evit fiziañ o bugale d’un den ne ouie netra ... ?»

- An dervezhennoù kentañ o deus sellet ouzhin, met bon ... Paseet eo bet brav. An traoù zo paseet brav.

«FC- hag evit prientiñ ? »

DA- oa ket arc’hant evit prenañ netra, oa ket a c’hoarielloù, oa ket ... hag ar sal a oa bihan, oa ket an hanter deus ar sal-mañ

«FC- hag evit debriñ ? »

DA- E kichen e oa ur skol “familiale”, ur skol evit ar merc’hed 16/17 vloaz, evit deskiñ, ur skol vicherel, “arts ménagers”. Mamm unan eus ar vugale a laboure e skol-se, setu, da greisteiz, oa ket pell, 300 m da ober, e veze treuzet bourk Lambaol, setu e treuzemp gant ar vugale evit mont da zrebiñ ha kement a hent da c’houde.

«FC- ha soñj’peus deus ar pezh ‘peus graet ganto : sonerezh, kanaouennoù, rimadelloù ? »

DA- Ya, sonerezh, kaozeal brezhoneg. Brav e oa an amzer, emiz Mae ... ,setu e oa aes mont er maez ganto...

«FC- Bugale bihan tout ? »

DA - Ya, ya, daou vloaz hanter, tri bloaz, pemp oa, oa ket kalz met graet 'm eus ‘giz ma c’hellen, met ul labour mat’m boa graet. C’hoari, kanañ ...met n’on ket gouest d’ober kalz a dra, ne oan ket stummet da netra, setu ...

«FC-Ret e oa lakaat anezho da gousket goude merenn ? »

DA-Ya, un hanter deus outo, oant ket niverus, hag ar mammoù oa aze alies, o reiñ un taol sikour din, o sellout, met paseet eo bet brav, ‘m eus ket bet a gudenn.

«FC- Ha gant ar gumun ? »

DA- Paseet kaer ivez, abalamour an ti kêr a roe harp d’ar skol. An dud e kichen ivez. Nann, paseet eo bet brav-kenañ e Lambaol.

«FC- Ha tud ar vro, ar re gozh ? »

DA- Kudenn ebet, me a gomze outo e brezhoneg ... Met Lambaol eo ur barez vihan, an traoù zo bet paseet brav dirazon, ya. Da c’houde, war lerc’h, n’ouzon ket ...

«FC- War lerc’h, graet ‘peus un eil bloavezh ? »

DA- Ya, un eil bloavezh, da c’houde ‘m eus ranket kredapl kregiñ un tammig muioc’h e-barzh evit gellout gouzout komañs skrivañ ha komañs traoù mod-se met n’on ket bet stummet tamm ebet evit an dra-se, ... Abalamour d’an dra-se n’on ket chomet da c’houde, peogwir e welen mat e vanke din ar pezh a oa dleet evit deskiñ traoù d’ar vugale ha dreist-holl d’ar poent-se e oa ret ober leun a draoù : d’an noz e ranker mont d’ur skol all graet en un tu bennak, emvodoù amañ, emvodoù aze, mont da welout hemañ, mont da welout an dra-se, leun a draoù, gouelioù skoazell gant Ar vro bagan, ...

«FC- Te oa e penn ar strollad Storlok : e memes koulz pe diwezhatoc’h e oa ? »

DA- An dra-se, memes koulz, ya me gav din, dre vras, un tammig diwezhatoc’h marteze, bon, ar bladenn zo bet graet e 1970, hag ar skol e 1977, an dra-se a ya memes poent, da heul kwa ...

Etre Diwan, Storlok, Ar vro Bagan ... oa ket kalz amzer da zeskiñ ar bedagogiezh ... Anat eo, graet ‘m eus giz ma c’hellen. Gant bugale bihan daou vloaz pe tri bloaz ‘benn ar fin n’eo ket re ziaes, abalamour lakaat anezho da c’hoari, lakaat anezho da gaozeal, pezh a raen, met da c’houde memestra pevar bloaz, pemp bloaz, ret e oa deskiñ dezho un tammig bihan skrivañ, lenn ha se n’on ket gouest d’ober.

«FC- Hag ar vugale-se oa brezhonegerien er gêr ? »

DA Daou pe dri a oa, ar re all oant ket.

«FC- Brezhonegerien da vat ...?»

DA- Buan a-walc’h, memestra. An tudoù kozh d’ar mare-se er vro a gaoze brezhoneg outo, oa ket ... se oa tregont vloaz zo, neuze e oa muioc’h a vrezhoneg gant an dud, kalz muioc’h eget ar pezh a vez graet bremañ.

«FC- Ha penaos e gavent ar re gozh ur skol brezhonegerien vihan ? »

DA- Ar re gozh a gave se farsus, drol, bez eus poltridi a zo bet graet gant Marc Letissier e lec’h vez gwelet ar vugale gant ar mammoù kozh hag a ... merc’hed kozh d’am soñj a gave brav kredapl, ‘m eus ket santet enebiezh tamm ebet, pas e Lambaol...

«FC- Ha mod-all, n’out ket bet da darvoudoù ‘zo ? Abadennoù TV ... ? »

DA- Anat dit, ur bern traoù ... Bemdez e veze ur c’hazetenner bennak o tont da welout ac’hanomp, ne choment ket ‘pan deiz ivez, ne zirenkent ket kement-se.

«FC- Kuitaet ' peus Diwan war lerc’h ? »

DA- Ya, evit ober skol, ‘meus soñjet oa ket va gwir vicher, setu ‘m eus laosket ma flas d’un all, da c’houde on aet kuit. Kendalc’het ‘meus ar stourm evit ar brezhoneg met nebeutoc’h rak e-pad tri pe pevar bloaz on bet tapet kalz (Diwan, Storlok). Da c’houde ‘m eus bet c’hoant d’en em dennañ un tammig bihan, kredapl, ‘m boa ket santet e oa re, met santet ‘m boa em boa ezhomm da ... d’en em sachañ un tammig bihan ...

«FC- Emskiant out emañ tout ar re yaouank o kanañ Kleier Plogo ha kanaouennoù all ? »

DA- Ya, ya...

«FC- Tonioù a zo chomet, Storlok kan et c’hoazh ...»

DA- Daoust hag eñ eo abalamour e chom tonioù pe daoust n’eo ket abalamour da ... pe benn ar fin n’eus ket bet kalz a “Storlokoù” da c’houde ? Kompren a rez ? E vefe ket bet hiroc’h ...

«FC- Da sell ouzh Diwan hiziv an deiz ? »

DA- Ma merc’h a zo deuet maez eus Diwan, ha plijadur ‘n eus bet, laouen eo atav. Ma vefe ket bet deus Diwan vije bet intanet.Ma vije ket bet Diwan, ben ..., vije bet netra benn ar fin. Diwan n’en deus ket savetaet ar bzh met roet en deus un endroadur d'ar yezh memestra a zo bet paseet d’ur rummad d’un all gant Diwan, marteze n’eo ket bet saveteet, ma vez saveteet un dervezh e vo dre Ziwan, abalamour da Ziwan. Mod-all ne vije bet netra ebet., netra ebet.

Ma vije ket bet an dra-se, ben ..., vije bet netra. D’ar poent-se an dud a gave dezho... d’ar poent-se e oa c’hoazh kalz a dud a ouie brezhoneg hag an dud a lavare ... me soñj din an dud a gave dezho “o, un devezh bennak an dud en em lako en dro da gaozeal brezhoneg”, eveljust ar rummadoù-se n’en deus james en em lakaet en dro da gaozeal brezhoneg. An dud a glask kaozeal brezhoneg an devezh a-hiziv a zo justamant tud deuet deus Diwan pe deus ar skolioù divyezhek. Ha ne ouiemp ket, ni gave deomp e vije bet saveteet, n’ouzon ket, an dud o dije en em lakaet en dro ... ha n’o deus ket graet. Bremañ, benn ar fin eo nemet dre ar skol e c’hellfe bezañ saveteet ar brezhoneg.

‘meus ket bet jamez a geuz bezañ graet an dra-se, en em lakaet mod-se d’ar brezhoneg, abalamour ‘m eus bet, ‘m eus desket leun a draoù n’em bije ket desket a hend-all, gant ar re gozh.

«FC- da darempredoù gant an arzourien all ? Ar vro bagan ? »

DA- c’hoariet ur bloaz pe zaou.

«FC- Ha war lerc’h, micher kaner 'peus graet ? »

DA- tout an traoù e memes poent. Kendalc’het ‘m eus da skrivañ kanaouennnoù, barzhonegoù, met n’eus ket skrivet danevelloù ha traoù mod-se. Se ne ran ket. Me gav gwelloc’h an traoù berr. A gomz deus ar bed a-bezh. Beajet ‘m eus kalz. Pevar bloaz ‘m eus graet war ar mor.

«FC- Levezon rock jazz blues... ?»

DA- a blij din kalz atav. Seniñ a ran evidon. N’on ket mat evit mont war al leurenn. N’on ket bet plijet james o pignat war al leurenn mod-se. Ober a ran an traoù ‘giz ma teuont din, d’ar poent ... ‘meus tamm pal ha netra ... Ne ran ket faoutre kaer. Ma krog ur c’han, ma meus c’hoant ober un daolenn e ran.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?