Deuit da stlapañ ho taouarn evit souten al lazoù-kanañ : Kan Izel Vor (Ar Forest-Fouen), Kanerien Bro Lokorn, Mouez Rosko, Kanerien ar Goëlo (St Ke Porz Olued).
En em gavout a rint ar strolladoù da vare Gouel Breizh, aozet gant Ti ar Vro Landerne-Daoulas, en ul lec'h savet evit bravaad ar c'han : Iliz St Tomas Landerne. Podoù a zo e-barzh ar mogerioù evit amplaad ar son. Un dudi evit ar ganerien hag ar selaouerien!
Goude lodenn kampionad an abadenn, e vo ur sonadeg gant strollad merc'hed rummad kentañ Kan Awen eus Brest.
Embannet e vo an disoc'hoù da 5e30.
Mont e-barzh 8€, gwerzhet e vo ar blihiji war ar plas.
■