Diwan 40 vloaz : ur gronikenn a-hed ar bloaz

Chronique publié le 8/05/17 22:21 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42182/42182_1.jpg
écoles en immersion en Europe
https://abp.bzh/thumbs/42/42182/42182_2.jpg
welsh school

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa

Ar c’helenn dre soubidigezh : soubañ pe veuziñ, eno 'mañ an dalc'h.

Soubañ a zo ur choaz : lakaet e vez bugale da zeskiñ ur yezh dre selaou ha bevañ er skol, met doujet e vez ouzh o yezh vamm. Beuziñ a zo bet abaoe pell gant stadoù o doa c’hoant e vefe diverket ar yezhoù mamm eus ar vro, o vezhekaat ar vugale a gendalc’he da gomz o yezh.

Etre 1965 ha 1979 oa bet krouet ar skolioù dre soubidigezh e Bro C’hall. Souezhusañ skouer : e Kebek e oa bet aozet un taol-arnod o reiñ plas d'ar galleg e klasadoù bugale saozneger evit ma c'hellfent deskiñ galleg dre soubidigezh, ken fall e oa neuze stad ar yezh-se. Hiziv an deiz e bro Gebek e vez 370 000 skoliad o teskiñ galleg dre « soubidigezh », ger implijet evit ar wech kentañ gant Lambert ha Tucker e 1972, sokioyezhourien e Kebek, hag o doa lakaet bugale da zeskiñ dre ar galleg, en arvar da neuze, a-hed an devezh-skol.

E pep lec’h er bloavezhioù 1970 e oa bet savet skolioù dre intrudu ha nerzh ar c’hevredigezhioù hag ar gerent. Skoilhoù e-leizh a oa war hent ar stourmerien, daoust ma oa bet efedus abaoe pell evit ar galleg ar sistem implijet er broioù aloubet gant bro C’hall : e Aljeria, Togo, Kameroun... hag e broioù aloubet all pe evit ar saozneg pe ar c’hastilhaneg e ve. Met se ne oa ket soubidigezh, dibabet ha kaset da benn evit saveteiñ ur yezh en arvar, ur veuzadenn ne lâran ket, rak ne veze doujet nag ouzh ar yezh nag ouzh sevenadur ar pobloù aloubet.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?