En arvar eo « kastell-dour Breizh » : feurmet ha prenet e vez douaroù Menez Are gant « peizanted » an tu all, nemet evit skuilhañ an teil produet gant o « atantoù », az a bepred war vrasaat, en desped d'ur marc'had (teil skornet evit broioù ar Reter-kreizh) az a bepred war an diskenn.
Er Fouilhez e vo aozet d'ar Sul 14 a viz Mae ur valeadenn evit difenn natur ar vro : emgav da 10 eur er bourk, loc'hañ da 10 eur 30 dre hentigoù ha gwenojennoù, gant muzik ha kontadenn, etrezek kroashent-tro ar Roc'h Tredudon (4 km bennak), lec'h ma vo graet ur piknik (adalek 12 eur 30) ha roet d'an dud da dañva dour glan ar Menez, brasañ pinvidigezh hor bro ha larkoc'h.
Aozet gant ar c'henstrollad Préservons les Monts d'Arrée gant skoazell Dour ha Stêrioù Breizh, Plein air, DZBE ha meur a gevredigezh all.
Setu un tamm son savet nevez zo, hag a zisplego ar pezh a zo o tremen :
Son an teil-yer pe Da bep hini e gaoc'h !
Selaouit kozh ar yaouank ur son savet ar bloaz-mañ
War sujed hor bro karet emaint o vont da lazhañ
Savet eo bet gant un den eus parrezig ar Fouilhe(z)
Glac'haret e galon baour gant tout ar pezh a zegoue(zh)
Er bloavezh 2017, bloavezh an eleksionoù
E bro ar Menez Are oa bet savet trubuilhoù
Kar homañ 'bro ar raden, ar brug ar lann hag an dre(z)
A vo 'benn arc'hoazh beuzet dindan teil, fank hag hanvoue(z)
An dour sklaer er menezioù zo hon holl binvidigezh
Daoust ha lesket vo tud all da zont amañ d'e laerezh ?
Eus an tu all d'ar Menez oa deuet paotred an Ankoù
'Klask diskarg war hon douar frouezh o c'hac'hadennoù
Kar ar re-mañ c'hwi 'oar mat a zo paotred an arc'hant
Ha biskoazh ne vez kavet gante o c'hontantamant
Peizanted, sindikad ha kambr al labour-douar
Dorn-ha-dorn e kerzhont holl evit ar vro da ziskar
Brasoc'h-brasañ 'vez gante trakteurien, batimanchoù
Ha d'o loened paour roet, bepred muioc'h a louzoù
Da lakaat dindan teir si'n poñsined kaezh da greskiñ
Evit klask gwerzhañ 'ne tout, du-hont, 'tu all d'an Turki
Gwerzhañ 'vit ur gwenneg-toull produioù gwall gontammet
War o lerc'h e chom an teil, brokus deomp e vo roet
Ha keit-se peizant paour, dindan galloud ar bankoù
'Peus ken met evit chom bev ober prestoù ha gleoù
Ha pugur emañ bremañ douaroù Leon saotret
Eizh pe nav lev deus da di e ranki bremañ monet
Da lakaat war hon douar kac'hadenn da loenigoù
Leun a bep seurt traoù ken fall da lazhañ hon douaroù
Da lakaat mervel kezeg, ar gwenan ar plantennoù
Flaer, loustoni 'barzh an aer, fin d'ar baleadennoù
Ha saotret vo da viken dour mat hon eienenoù
A zo alc'hwez ar vuhez, a ro d'an holl e vadoù ?
Ya me lavar dit va faotr, n'eo ket prest tud ar vro-mañ
Da blegañ na da sentiñ, ni zo prest d'en em gannañ
Ha dija er vro a-bezh emaint an holl o kerzhet
O c'houl doujañs 'vit an dud, an natur hag al loened
O c'houl 'vije 'benn ar-fin d'ur sistem lakaet aret
A vres hag hag a vrein an dud koulz hag ar beizanted
Setu kerzh en-dro va faotr betek an Treou Leon
Da bep hini vo e gaoc'h, setu ar pezh a lârom'
An dour sklaer er menezioù zo hon holl binvidigezh
Daoust ha lesket vo tud all da zont amañ d'e laerezh ? (bis)
■