Laz-kanañ askellek

Agenda publié le 3/05/17 1:41 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/42/42146/42146_1.jpg
Pintig

D'ar Sadorn 6 a viz Mae 2019, emgav da 8e30 diouzh ar beure, leurgêr an Ti-Kêr, Ploveilh

Abadenn lusket gant Jean-Yves Kervarc'heg

Piv, piv, piv ? piv zo aet/deuet da Gemper hiziv ?

Klevet ho peus al labous ? Peseurt hini eo ? Ur boc'hruzhig ? Ur pintig ? ur voualc'h ? Ur vilc'hwid ?

D'ar Sadorn 6 a viz Mae ez aimp da glask lakaat un anv war al laboused a vo klevet.

N'eo ket dav mont gwall bell na bale e-pad hir amzer evit kavout meur a spesad tro-dro deomp.

Laboused ar c'hoadoù, al liorzhoù, ar pradoù ha marteze an aodoù.

hervez al lec'h m'emañ al labous o kanañ !

Erbedet eo dont gant botoù aes evit mont da vale 2 pe 3 c'hilometr, ha degas -ma'z eus ganeoc'h- gevellunedoù, daoust ma n'eo ket ret tamm ebet.

Trugarez da embann emaoc'h e soñj dont.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 9 ?