Benn ar fin ez eus bet staliet ur panellerezh divyezhek e ti ar c'hevredigezhioù Gwened

Communiqué de presse publié le 25/03/17 16:21 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif

Nullet eo bet neuze an oberenn malarde raktreset gant strollad Ai'ta ! d'ar 25 a viz Meurzh e Gwened.

Klemm a-enep ar panellerezh unyezhek (galleg) staliet gant an ti-kêr e miz Genver e oa ar pal. Er memes savadur eo staliet skolaj Diwan ar Mor Bihan.

C'hoant oa gant Ai'ta! ivez lakaat war well an diouer a youl politikel evit ar brezhoneg a-berzh ti-kêr Gwened.

Buan-tre eo bet kemmet an holl panelloù e ti ar c'hevredigezhioù gant an ti-kêr ur wech bet resevet ar c'heleier e vefe aozet un oberenn gant Ai'ta !

Laouen omp e vefe bet komprenet gant ti-kêr Gwened e oa diboel lakaat brezhoneg e diavaez ar savadur nemetken. Chom a raimp war evezh evit kement chanter kaset da benn e Gwened.

Goulenn a reomp bremañ digant kêr Gwened derc'hel kont eus ar brezhoneg adalek ar penn kentañ evit pep raktres douget ganti.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 3 ?