Loeiz Herrieu ha Loeiza : ar vuhez pemdez, ar permisionoù

Chronique publié le 4/03/17 19:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Eil atersadenn gant Daniel Carre.

ABP : Nec'het e seblant bout Loeiza el lizher-mañ. Perak ne chomfe ket he mamm ganti, e lec'h mont da di he c'hoar a zo o chom e kichen ?

Daniel Carre : Ar wirionez zo gant Loeiz e keñver an dra-se. E ti Loeiza, zoken ma n'eo ket he zud- kaer – tad ha mamm Loeiz - o vevañ e-barzh ar memes ti, emaint kazimant dor ha dor memestra. Setu perak en em gav mamm Loeiza, Mari Taniou enta, muioc'h en hec'h aes e ti Mari, he merc'h goshañ, hag a zo o chom e Pennhored, hi ivez. Gwaz Mari, Andrev ar Mouillour, a zo er brezel, eñ ivez ; setu n eus eno, en ti-se, ken nemet an div vaouez hag ar vugale : Andrev bihan ha Noël.

ABP : Un dra bennak rebechet gant Loeiza da Loeiz a oa ar permisionoù : morse n'eo ket distroet Loeiz da Lannarstêr. Abalamour da betra ?

D. C. : Meur a respont a zo da zegas aze... Adalek miz Even 1915 hepken e vo aotreet ar soudarded bet er brezel abaoe ar penn kentañ da c'houlenn ur bermision diskuizh : pevar devezh da dremen er gêr, mui an devezhioù hent. N'eus ket kaoz a roiñ kement-se un eil gwezh : krediñ a rer e vo achu an afer a-raok Nedeleg get an taol bras a vezer oc'h aprestiñ evit dibenn an hañv. Loeiz, eñ, a skriv en e garned e miz Gouere ne c'houlenno ket e bermision : re verr eo an amzer da dremen er gêr (kement-se a zo ober goap doc'h ar soudarded, o lakaat da breniñ pasianted ha netra ken, emezañ). Re hir ha re boanius e vehe ar veaj ; re a boan en dehe o kuitaat e re ur wezh oc'hpenn. Gwell eo enta gortoz disoc'h an afer : get an trec'h e vo distroet.

Dibenn 1915 ne zegas trec'h ebet avat ! … E 1916 e voe votet lezenn ar permisionoù diskuizh : gwir da gaout 6 devezh diskuizh evit pep prantad pevar miziad tremenet er brezel. Atav e chom dibleg Loeiz : kement a boan hag a galonad o do, eñ hag e re, pa vo ret en em guitaat en-dro ma vint diskaret hag e kollint pep esperañs. Oc'hpenn kement-se eo arvarus d'ar soudarded kuitaat an talbenn, rak koll a reont an akustumañs, ha kalz anezhe a vez paket get ar gwall pa zistroont, pe ken du o soñjoù ma en em lezont da vonet hag emaint kollet da vat. Atav ne vo ket Loeiz, hervezañ atav, evit roiñ tamm karantez gwirion ebet d'e wreg peogwir en em gav kabestret dindan un dever arall... «Arabat krediñ beviñ karantez gwir a-raok diwezh ar brezel. Gwell eo gortoz. Gallout a rit fiziiñ em c'harantez gwirion ha don.» Da c'hortoz eo arabat en em zrailhiñ, ober gwad fall peogwir en em garont o daou. Ar pezh a gavomp el lizher-mañ just a-walc'h.

Adalek C'hwevrer 1918 en em gav Loeiz en Intendance Coloniale, en ur burev, pell a-zoc'h pep dañjer é tonet ag ar brezel. Abaoe meur a viz emañ bet aesaet ivez d'ar soudarded beajiñ. Koulskoude e chom atav hon den ken sonn en e bennad : ne zistroo ket a-raok an achumant. Un digarez nevez oc'hpenn a roa da Loeiza : ar c'hristen a zle plegiñ da volontez Doue betek penn ; ha Doue hepken a zo e stad da sevel E zorn - da lakaat fin d'ar c'hastiz -, da arrastiñ ar brezel.

Gallout a reer gwelet kement-se evel aheurterezh. Loeiz a zo... «égocentrique», mar faot deoc'h ! N'eo ket e vehe evitañ e-unan. N'eo ket e soñjahe ennañ hepken na da gentañ. Krediñ a ra avat bepred bout graet an dibab gwellañ, ha goulenn a ra get ar re arall treiñ a-du getañ, kemer an hevelep hent hag e vo mat pep tra ! … Ur perzh a bersonnelezh Loeiz en em ziskouez aze. Chom fidel, kousto pe gousto, d'ar pezh en deus divizet.

Kement- se ne vir ket a Loeiz, hag en desped dezhañ bout start ha kalet doc'htañ e-unan, bout tener-bras a galon e keñver traoù 'zo. Hag e-mesk an traoù-se en em gav just a-walc'h e re, e familh. An disterañ gwall en em gav gete el laka d'en em jaliñ ha da valiñ soñjoù ; setu ne faot ket dezhañ ma vo trubuilhet o c'halonoù, ma vint taolet en dizañspoar...

ABP : Ne vije ket bet tu dezhañ donet d'ar gêr ha pas distreiñ ? Dizentiñ ?Dizertiñ ? ...

D. C. : Nann, biken ! … Loeiz a zo un den a zever ; evel ar braz a wazed e rummad. Galvet int bet d'ar brezel ; monet a rint. Atav, petra a faot deoc'h ober mod-all ?... Lod a zizent, gwir eo. Kalzig zoken a zistroa get dale d'o rejimant. E pelec'h chom da guzhat ? Risklet e vêr da vout tapet get ar jañdarmed (ha kastizet garv goude). Nag ar familh ! Ur vezh e vo gwelet ar jañdarmed é tonet d'ar gêr, gwelet o anv er gazetenn, rak embannet e vez anvioù ar soudarded kaset dirak ar «C'hoñseil de guerre», lâret ar pezh a zo bet kaoz, ar c'hastiz o deus tapet... Dezertourien n'eus ket bet kalz anezhe e Breizh. Ar wazed a vezve (da c'hellout moustriñ àr o foan), a chome marse da ruzal dre ar vro, met pignat a raent en tren a-benn ar fin.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?