E salig a-dreñv stal levrioù Penn da Benn, setu bugale o tibuniñ gant plijadur ar rimadelloù desket dezho gant Anne-Marie.
Ar chañs o deus bugaligoù Diwan Kemperle da zegemer abaoe bloavezhioù un dastumerez ha kanerez a feson, Anne-Marie Colomer. Meur a wech e oant bet da Bondi, da Dregon pe da Blozevet evit ar C'han ar bobl. Amañ e vez gwelet anezho o lavarout rimadelloù bro Kloar, dastumet ganti, ha fentus, evel hini «Pontoù bilbontoù»...
Pontoù bilbontoù
kac'het c'hi 'ar pontoù
'c'hi kac'h ar pont
ar pont lar d'ar c'hi
pas kac'het mui
'ch'i gac'h 'tav
ha kouezhet ar pont en e sav
Dong, dong
kloc'h Kloar
marv Jego ha klañv e c'hoar
marv Jego gant 'korfad gwadigennoù.
■