Kost ar mor : ur c'haierig kanaouennoù, kontadennoù, rimadelloù

Communiqué de presse publié le 15/02/17 21:48 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

1.000 kaier-levrig gwerzhet dija (hini Kanerien Kemperle niv.1 ha niverenn 2), hag ul labour ramzel kaset gant ur skipailh tud a youl-vat tro dro Kemperle.

«Bro ye ye a zo, kichen bro ya ya...» : setu Gi Penseg o tisplegañ perak eo disheñvel brezhoneg Molan gant hini Kloar... Ur pezh mell gaier 48 pajenn ennañ gant ur bladenn, 41 item da selaou, kontadennoù, un doare souezhus da skrivañ ar brezhoneg, an tostañ posubl eus ar yezh komzet er vro...

Prezegenn kanet disadorn, d'ar Sadorn 18 a viz C'hwevrer e stal Penn da Benn, Kemperle, plasenn Sant Mikêl, da 4e goude merenn.

Ha ma ne c'hellit ket dont, selaouit Anne-Marie, Michel Phélipot, Gi Penseg... war TV bro Kemperle !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?