Kafedi Istor : Istor diabarzh ar Yezhoù predenek

Agenda publié le 13/02/17 14:22 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/41/41748/41748_1.jpg
Kafedi Istor : Istor diabarzh ar yezhoù predenek

Kafedi Istor : Istor diabarzh ar yezhoù predenek (lusket gant Rafael Urien)

D'ar Sadorn 25 a viz C'hwevrer 2017, 2e30 g.m., tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper.

En tu-hont d'an diforc'hioù lec'hel, a c'haller marteze ober anezho «rannyezhoù», e c'haller lavarout o doa Brezhoned Preden, en Henamzer, ur yezh a reomp-ni «predeneg» anezhi.

Darvoudoù ar Grennamzer uhelañ o deus disrannet, tamm ha tamm, ar vroad vrezhon e teir lodenn (ma ne gonter ket Brezhoned an Norzh), Kembre, Kernev-Veur ha Breizh.

Tra m'en em zisranne evel-se ar Vrezhoned en em zisrannas ivez o yezh, a zeuas tamm ha tamm yezhoù a-ziforc'h : ar brezhoneg, ar c'hembraeg hag ar c'herneveureg. An emdroadurioù soniadel, ar c'heriaoueg, an ereadurezh, ar c'hemmoù-ster a lakaas an teir fobl d'en em gompren nebeut-ouzh-nebeut.

Daoust da se e c'haller hiziv an deiz c'hoazh merzout hep re a boan kerentiezh hor yezhoù, a chom aes a-walc'h da zeskiñ evit an div bobl all.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 2 ?