Bugale kanerien Anjela

Chronique publié le 4/02/17 22:04 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Sal ar gouelioù Banaleg : war al leurenn, 7 bugel o teskiñ un tamm kreiz gant Anjela

Brav eo da welet ha da selaou : en un abardaez e oa bet desket d'ar vugale un heuliad gavotenn, hini a vo kanet gant 200 danser evit Nevez Amzer Kastel Nevez. Fent, siriusted, brezhoneg brav implijet gant Anjela Broustal, skolaerez Diwan Banaleg ha kanerez kan ha diskan e koublad Stervinou-Broustal : peadra evit kelenn ar c'han hag an dañs asambles, peadra da gaout fiziañs en dazont gant bugale kanerien ha danserien a vo o kenderc'hel war leurennoù ar festoù-noz, piv oar ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 2 ?