Remi Derrien enoret e Kerien

Chronique publié le 29/01/17 22:01 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Deuet e oa gwreg ha mab bihan Remi Derrien, Lomig evit al lid a vez graet pep bloaz e koun paotr ar c'hoariva, ar radio hag an tele e brezhoneg

Joelle a gont istor he gwaz : «Ijinet oa bet gant Remi ur radio disheñvel, e brezhoneg evit ar vrezhonegerien. E stummadur e Paris en doa graet ar c'hontrol eus ar pezh oa bet desket dezho du-hont. Gouzout a ouie ar pezh a faote kaout ar selaouerien».

Pep bloaz e vez adkavet mouezh Remi, pe dre an abadennoù TV graet gantañ pe abadennoù radio. Met pell emañ Yann eus e gazeg : an holl «Kerent ha mignoned», da skouer a chom e Paris just a-walc'h ha diposubl eo kaout anezho en dro. Poent eo goulenn groñs kaout an dielloù-mañ evit adselaou yezh saourus tud ar vro enrollet gantañ, evit ma vefe aes da bep hini war ar rouedadoù sokial adstagañ gant brezhoneg hor «Jacques Chancel» broadel, hag e «radioscopies» gant ul live uheloc'h eget kazetenner kerbenn bro C'hall !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?