Naig Kervella trec'h e kenstrivadeg haiku Taol Kurun

Annonce publié le 28/01/17 22:07 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia
t:0

Setu disoc'h ar genstrivadeg gant kalzig a berzhidi, 415 haiku e brezhoneg war 965 haiku, ar pezh a zo brav, biskoazh kemend-all !

Gant liseoù Karaez, Loudia, skolajoù ar Releg, Lann ar Stêr, Plijidi, skolioù Kraon, Pleiber Krist, Sant Marzhin, Rosko, Montroulez, Kawan, Banaleg, Kemperle, Kawan.... oa bet skrivet kalzig a haiku, gant sikour Mai Ewen ha Fanny, pe o-unan. Gant sikour al levrioù "Daoulagad ar werc'hez, Haruto, Bugel ar glav, Akina" e c'hell bremañ ar re yaouank hag ar skolaerien deskiñ an diazezoù evit sevel haiku brav.

Tem ar genstrivadeg da zont : ar wezenn. D'ho pluennoù, tudoù !

Bugale e brezhoneg

1- Barzh ar c’hoad

tadig ha mammig a-dreñv din

ha me dirollet da c’hoarzhin. Rafael, klas 2yezhek Rosko

2- Ti menaj ma zad

laouen e-brzh an traktour

war hent al loened. Malo, klas 2yezhek Kawan

3- Daou valigorn

ouzh werenn an oto

daou hent lufrus. Chloe, skol Diwan Kemperle

Krennarded e brezhoneg

1- Hent du, hent bleiz

hent diluget

klask a ran ma hini. Anne, skolaj Diwan Plijidi

2- An hent oc’h astenn

roudoù va skuizhder

va c’hroc’hen o roufennañ. Angèle Mounier, Plestin-les-Grèves

3- War an hent abred

ar c’harr boutin o vont war raok

betek ar skolaj daonet.

Marzhin, skolaj Diwan Plijidi.

Tud deuet e brezhoneg

1- War hent ar vered

chuchumuchu chapeled

an ivinenn gozh. Annaig Kervella

2- Ma bizied o flourat

talmoù da galon

klask ma hent war da groc’hen. Gwenvred Latimier-Kervella

3- Paotred dilabour

fraost greantel ha douar fraost

dirazomp an hent. Alexis Hié


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.