Deizioù : Alc’hwezioù sevenadur Breizh

Agenda publié le 25/01/17 10:37 dans Cultures par Bro An Oriant Emglev pour Emglev Bro An Oriant
t:1
https://abp.bzh/thumbs/41/41660/41660_1.jpg
Yann Guesdon

Sevenadur Breizh « Dilhad breton en o bleuñv »

Gant Yann Guesdon ha Romuald Hervé

Lusket gant Lucien Gourong

Océanis Plañvour

D’ar Sadorn 4 a viz Meurzh da 14e30

Digor d’an holl keit ha ma chom lec’h

A-c’houde dek vlez m’hon eus kroget get kelc’hiad ar prezegennoù kontet gouestlet da sevenadur Breizh e raont bepred kement a berzh. Hor pal a oa da gentañ brudiñ hollad ar gouiziegezhioù diàr-benn gwriziad un identelezh gwirion dre brezegennoù anvet « Alc’hwezioù Sevenadur Breizh ». Dalc’het ha gounidet ar goustele. Ar blez-mañ e vo un nebeud pajennadoù diàr istoer an dilhad breton hag èl-just ar c’hoef, arouez pennañ o identelezh, hag a c’hellimp dizoliñ get Yann Guesdon ha Romuald Hervé.

Yann Guesdon en deus skrivet daou levr heverk àr an divoud-mañ ha daet da vout entanet gant istoer dilhad Breizh a-c’houde m’en doa gwelet degadoù a zilhad breton bet douget gant hon hendadoù bet boutet en tan dirak e zaoulagad en ur greizenn Emmaüs. An dizoladenn-mañ, hep derc’hel kont hag ar ranngalon en doa bet, a zo penn-kaoz dezhañ bout kroget d’o savetaat e mar a zoare a-c’houde. Levrdiour, kazetennour, skrivagnour, kronikour (Ar Men ha Le Chasse-Marée), adal bro an Oriant hag ar Morbihan e taolenno istoer gizioù an dilhad e Breizh, dre lec’h ha dre amzer.

Ha Romuald Hervé, genidik a Zouar-Alre, a oa dedennet-bras get dilhad-eured e vamm-gozh adal e yaouankiz ha goude e vachelouriezh micherel « kemenerezh » en deus graet ur master stilouriezh e Pariz. Bremañ emañ staliet en Alre ha reneveziñ, adober, aoziñ a ra dilhad breton (aet da get pe pas) hep dilezel ar grouidigezh a-vremañ hag a sav krog da arz an dilhaderezh armorikan. Ha memes ma o gweler dreist-holl e-pad ar bragadegoù folklorel, karout hiriv an dilhad hag a oa lorc’h ar Vretoned er c’hantevedoù diwezhañ n’eo na dispredet na « mod kozh ». An daou zen entanet-mañ er lakay deomp splann dre o diviz."

Lucien Gourong, kontour, skrivagner

Aozet get kêr Plañvour hag Emglev Bro an Oriant


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.