Kafedi Istor : An darempredoù etre Breizh ha Bro-C'hall hag istor diavaez ar brezhoneg

Agenda publié le 24/01/17 22:20 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon
t:1
https://abp.bzh/thumbs/41/41651/41651_1.jpg
Nevenoe trec'hour ar C'hallaoued - Gwesklin dirak e vestr, roue Bro-C'hall - Manifesto Gwalarn

Kafedi Istor : "An darempredoù etre Breizh ha Bro-C’hall hag Istor diavaez ar brezhoneg" (lusket gant Rafael Urien).

D’ar Sadorn 4 a viz C’hwevrer 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper

Adalek ar 5et kantved e sav ar Vrezhoned ur vroad nevez war an Douar-Bras, Breizh. Buan-tre, ha kement-se a chomo ahel hec’h istor a-hed ar bloavezhioù da c’houde, e stoko houmañ ouzh hec’h amezegez a’n Reter, ar Franked ha da c’houde Bro-C’hall. Liammet-start ouzh an darempredoù-se eo istor diavaez ar brezhoneg, da lavarout e stad en egor ha dreist-holl er gevredigezh, gwechoù ’zo talvoudekaet, gwechoù all er c’hontrol izelaet.

Betek freuz ar rouantelezh vrezhon gant ar Vikinged en 10vet kantved e oa ar brezhoneg yezh an holl, koulz an dud vunut hag an uhelidi. Aet eo e arver d’en em astenn betek marzoù kontelezhioù Roazhon ha Naoned adalek an 9vet kantved.

Adalek distro Alan Varvek e 936/939 ha dreist-holl goude donedigezh Kapetiz en 13vet kantved ne oa ken Breizh –ha d’ar gwellañ– un dugelezh, gallekaet hec’h uhelidi. Kemmet en deus dezvad Breizh, hervez levierezh gouarnamant an dugelezh (hini ar Voñforzhed pergen) pe er c’hontrol drouziwezh ar Vrezhoned. Eus un dugelezh c’hallek koulz lavarout dizalc’h eo deuet, etre 1488 ha 1532, da vezañ un broviñs emren er rouantelezh c’hall. Daoust dezhañ bezañ diskennet e renk kevredigezhel en deus miret ar brezhoneg un tamm bri e-touez uhelidi vihan Kornôg Breizh.

Adalek an Dispac’h gall, ha kalz muioc’h adalek an 3de Republik c’hall, he deus Breizh kollet betek he bezoud lezennel, enframmet penn-da-benn er Republik c’hall kreizennet. War vruzunañ ha war vaenaat eo aet ar brezhoneg, deuet da vezañ muioc’h-mui ur sammad parlantoù bevennet strishoc’h-strishañ o zachennoù douaroniel ha kevredigezhel.

Goude ar Brezel-Bed kentañ dreist-holl eo kouezhet en he foull ar gevredigezh vrezhonek hengounel, p’o deus paouezet an tiegezhioù da dreuzkas ar yezh d’ar vugale, pa embanne poblañs Vreizh bezañ "div wech Gallaoued". Peurc’hallekaet e voe, dibennet he emskiant-pobl.

Koulskoude, abaoe meur ar gantved met dreist-holl adalek an 20vet kantved, un Emsav en deus strivet da zihuniñ an emskiant-se ha da adsevel Breizh vrezhonek – da lavarout eo Breizh.


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.