Kafedi Yezh : An henvrezhoneg d'ar Sadorn 21 a viz Genver, Kemper

Agenda publié le 13/01/17 21:16 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/41/41587/41587_1.jpg
Dornskrid Leyde

Kafedi Yezh : «An henvrezhoneg», lusket gant Yannig Laporte, d'ar Sadorn 21 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper.

Goude freuz ha reuz an Impalaeriezh Roman e teuas war wel broadelezhioù nevez. Lod anezho a lezas o anv, ha tra ken. Unan avat a lezas ouzhpenn un anv, met ur yezh ivez : Breizh an hini eo.

Ar Vrezhoned, staliet en Douar-Bras a-c’houde kantvedoù, a oa bet niverus, urzhiet ha kreñv a-walc’h evit diazezañ ur vroad nevez, dezhi ur yezh arveret e-skoaz al Latin. Paot a-walc’h eo ar skridoù a lezjont dimp, daoust da reuzioù an istor.

Studiet e vo, goude ur sell a-dreñv en istor ha goude un tamm displegadenn diwar-benn emdroadur ar predeneg, perzhioù pennañ yezh kempredidi Nevenoù. Ur yezh tost ha pell diouzh hon brezhoneg war un dro, gwellañ melezour ur gevredigezh e barr he bleñv, ereet ouzh an Inizi hag hi en Douar-Bras.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?