Aozomp Gouel broadel ar brezhoneg asambles !

Agenda publié le 9/01/17 10:33 dans Festivals par Morwenna Penhouet pour Morwenna Penhouet
https://abp.bzh/thumbs/41/41556/41556_1.jpg
Skritell Gouel broadel ar brezhoneg

D’an 19 ha d’an 20 a viz Mae 2017 e vo aozet Gouel broadel ar brezhoneg 2017 e Langoned (56-Kreiz Breizh), gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg. Gouel an holl brezhonegerezed ha vrezhonegerien eo an darvoud-mañ. Sonadegoù dindan ur chapito, c’hoarioù evit ar re vihan hag ar re vras, c’hoariva, standoù, ur fest-noz, ur gêriadenn tro-dro d’an niverel zo raktreset dija.

Ur c’hevrat zo bet sinet etre ar gevredigezh he doa aozet ar Gouel broadel ar brezhoneg e Kawan ha Mignoned ar brezhoneg evit ma vefe doujet ouzh karta ar gouel. Gant ar gevredigezh Bod Kelen hag a labour war tachenn Bro ar Roue Morvan e kenlabouromp ivez.

Pediñ a reomp an holl dud, strolladoù pe kevredigezhioù a fell dezho kinnig ur raktres d’en ober. Abadennoù, atalieroù, taolioù-gren, diskouezhadegoù, c’hoarioù : digor eo ar programadur.

Evit ar wech kentañ abaoe 2014 e vo aozet an Taol-lañs ivez, d’ar Gwener 19 a viz Mae, evit lakaat ar strolladoù a grou sonerezh a-vremañ e brezhoneg war-wel. Digor eo an enskrivadurioù !

Deuit e darempred ganeomp a-raok fin miz C’hwevrer, evit kemer perzh ha kinnig ho raktres !

Mignoned ar Brezhoneg

06 11 70 65 92 ha darempred@mignoned.bzh

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?