Nag ar gwenan, gant Daniel Carre : ur pezh mell labour

Chronique publié le 1/01/17 23:35 dans Histoire de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/41/41536/41536_1.jpg
Studiadenn lizhiri Loeiz Herrieu

Brudet eo Daniel Carre evit e labour a zivout oberenn Loeiz Herrieu. Setu embannet gant TIR daou levr gant lizhiri eskemmet etre Loeiz hag e wreg pad ar Brezel Bras. Setu disoc'h un atersadenn hir gantañ :

ABP - Nag ar gwenan ? Perak ho peus dibabet an titl-mañ ?

DC - Ya, dic'hortoz a-walc'h eo ar seurt titl evit un dastumad lizherioù bet kaset d'ar gêr ag an talbenn ! Dreist-pep-tra a dalbenn ar Brezel Bras pa vezer techet, lies-mat, da vout engortoz a glevet komz a fardoù harozel, a dud é vonet d'an enebour en ur redek, ar vailhonetenn e beg o fuzuilhenn... Buhez en trañcheoù, er fank, get an astuz e pep lec'h, ar razhed... Tud lazhet a vil vern... Skeudennoù maget get al lod vrasañ ac'hanomp, anat eo, goude ar pezh a zo bet pasket deomp, hag a vez atav, koulz er skol hag er vuhez pemdeziek dre ar mediaoù bras.

Ret eo lâret n'eo ket tre aze ar brezel bet bevet get Loeiz Herrieu, 35 blez e 1914, savet e rann ar soudarded kozh, en territoriale... Hag oc'hpenn kement-se, ne oa ket Loeiz forzh douget d'ar brezel «kokoriko», d'an traoù harozel, d'ar pozioù klodus diskleriet àr vez ar re varv. E kontrel : n'eo ket evit asantiñ da gement-se, rak, evel ma el lâr e-unan d'e wreg, plaset mat eo en e gompagnonezh evit gouiet pegen pell e vezer 'vel-se a wirionez pemdez ar brezel; da vihanañ er brezel a vev-eñ. Setu ne vehe ket bet dereat ober get un titl hañval d'ar re a vez kavet plaen evit seurt oberennoù. «Netra nevez» a vehe bet brav, met re dost doc'h hini romant mil vrudet Remarque, «Im Westen nichts Neues». «Ma fempig karet » a vehe bet a-dres ivez : ken lies e kloz e lizher get kement-se... 'Benn ar fin 'zo daet ur soñj arall deomp : lakaat ar gwenan àr wel.

Ma ne gomz ket forzh lies d'e wreg ag ar saout - nebeutoc'h c'hoazh ag ar pemoc'h - e ta ar gwenan, stad e ruskennoù kalz liesoc'h er gaoz. Un dra anat a-walc'h pa en em soñjer : ar gwenan a oa afer an ozhac'h, enor ar peizant a-feson. Brav e oa bout mel er gêr; da zebriñ pe d'en em soagniñ. Met oc'hpenn kement-se a zo a-dreñv an evezh taolet get Loeiz d'al loenedigoù-se : arouezius int e meur a geñver evitañ. Da gentañ ag ar bed parfet bet kroueet get Doue. Ur bed hag a gerzh dalc'hmat àr an tu mat. Er ruskenn e oar pep unan ar pezh en deus d'ober, pelec'h emañ e lec'h ha petra eo e garg evit mad an holl; eno n'eus na tabut, na trouz, na chikan, na... brezel etre ar gwenan. Ar c'hontrel mik ag ar pezh a dremen er bed-ni abalamour da fallantez mabden. Marse eh eus aze un doare da welet ar bed un tammig diaes da gompren hiriv an deiz; diaesoc'h c'hoazh moarvat degemer ar soñj-se vel-se, dibleg-kaer. Erbat eo ankouaat neoazh e oa kalz a dud, 100 vlez 'zo, get ar mem soñj ha gwel; sell «ofisiel» ar gatoliked àr ar bed e oa... Evit an Iliz, ma en doa lezet Doue ar brezel da zonet àr ar bed, e oa just a-walc'h abalamour d'an dud bout disentet, bout klasket c'hoari doc'h o zu hervez reolennoù kontrel da volontez Doue, broudet ma oant get ar fall...

Hag ur arouez arall a gaver c'hoazh dindan ar gwenan : pa arru ar gouiañv, ar fall amzer, en em serront kloz er ruskenn hag e klaskont beviñ kloz àrnezhe o-unan da c'hortoz distro an amzer vat; neuze en em lakaint en-dro da labourat. Ret eo plegiñ d'ar barrad fall amzer peogwir n'heller ket en distreiñ evit gellet gober an treuz. Hag evel-se e wel Loeiz ar brezel ! Evel ur barañtezenn, e gwirionez !... Digoret eo e miz Eost 1914; da c'hortoz ma serro, ma fino ar brezel enta, eo ret dezhe - dezhañ ha d'e bempig karet - ober evel ar gwenan d'ar gouiañv : en em gemer doc'h ar gwellañ evit ma en em gavint holl goude ha ma krogo ar vuhez en-dro evel a-gent. Doc'h e du e ray e zever a sitoian soudardet (ar pezh a vo goulennet getañ ober, na muioc'h na nebeutoc'h; kement-se hep goulenn medalenn ebet, enor ebet peogwir eo e... zever); ne lakay ket e vuhez en arvar ag e berzh e-unan enta. D'e dud er gêr d'en em zerc'hel er mem mod : pas en em lazhiñ é labourat, diwall doc'h o yec'hed hag en em soagniñ, pas magiñ soñjoù du ha kouezhel en dizañspoar, krediñ sonn e vo fin d'an disparti un deiz hag e vleuñvo an eurvad hag ar garantez en-dro...

ABP - 617 lizher war mil en doa kaset da Loeiza a zo bet studiet hag adkavet ganeoc'h : peseurt hentenn ho peus kemeret evit o studiañ ? Aes oa bet da zastum an holl ?

DC - Moarvat en deus kaset etre 1100 ha 1200 lizher pe kartenn d'e wreg : ur sapre sammad, pa soñjer ! Roet en deus e zoare dezhi ur wezh pep daou zeiz, pep tri deiz da vihanañ. Gouarnet e oant bet pervezh er gêr, renket mat get Loeiza, dre viziad ha blezad, evel ma en doa er goulennet he gwaz geti ober... Bez e c'heller soñjal atav. Marse e oa bet graet un tamm pas dezhe get Loeiz e-unan goude e zistro; kement-se ne ouiomp ket... E 1944, pa oa bet preizhet an ti e oa bet torimellet pep tra e burev Loeiz, strewet e baperioù, kalavet lod kaer anezhe. Aze, hag er pezh a zegouezhas goude get heritaj Loeiz, eo ret gwelet pennkaoz ar fed ma eh eus bet kollet un drederenn anezhe moarvat. Mod-se emañ, ha setu. Get ar pezh a chom neoazh en em gavomp get brasañ dastumad lizherioù savet e brezhoneg e-pad ar Brezel Bras, kement-se a zo sur; din da ouiet atav ! ...

Dre zegouezh eh on en em gavet gete, e gwirionez. En ur gomz get Guénel, mab koshañ Loeiz, e penn kentañ ar blezadoù 1990. Kroget e oan da labourat àr ma danvez tezenn doktorelezh (keñveriiñ danvez karnedoù notennoù Loeiz – am boa diskrivet – ha hini Kammdro an Ankoù ; a-fet istor (gwirvoud, kronologiezh...) ha yezh (gwelet a-dost al labour graet get ar skrivagnour evit tremen ag ur skrid savet en ur yezh pemdeziek a-walc'h d'un oberenn lennegel). Abaoe meur a vlez dija em boa skolmet darempredoù get familh Loeiz; plaen en em gavent get Guénel a oa é chom en Alre. Hag, un deiz, me aet ha goulenn getañ ma n'en doa ket skrivet e dad d'ar gêr e-pad ar brezel... Reiñ a reas din da lenn un « dornadig » lizherioù en doa-eñ lakaet dija a-kostez en ur furchal e lodenn paperioù e dad en em gavet getañ. Doc'htu e welis pegen pinvidik e oa ar vammenn-se evit evit anavout an den Herrieu hag e re (ar pezh na veze ket gwelet tamm ebet e-barzh Kammdro !). Setu-me ha goulenn ma oa lizherioù arall, en tu-all d'an « dornadig » prestet din. Buan, en ur c'houlenn get ar vugale arall hag en ur furchal 'barzh al lodenn ag an dielloù a oa bet fiziet e 1994 (pe 1993) e maner Kernaud (Mellag), en em gavis get meur a gantad !... E 1994 e voe kazimant echu an eost ; fotokopiet em boa al lizherioù hag o embarzhet em urzhiataer a-vuzul ma taent din. En ur ober kement-se e oa sklaer din e oa ret din kemmiñ sujed ma zezenn, ha lakaat da ziazez studi e oa tu aze, en ur vonet pizh get danvez al lizherioù bet kaset get Loeiz d'e re, dizoloiñ personnelezh ha temz spered an den (ar pezh na oa ket bet graet get hini ebet en a-raok) ha kompren ivez e emzalc'h er brezel (chom hep donet d'ar gêr...).

Anat n'em boa ket labouret evit netra a-raok, hag e c'hellen tenniñ gounid ag an anaoudegezh don a-walc'h em boa gounidet a zanvez ar charnedoù (skrivet àr an talbenn, da vare al lizherioù just a-walc'h), a zanvez Kammdro (em boa bizskrivet ivez), a zielloù an arme e Vincennes, lec'h ma oan bet é furchal meur a wezh ha fotokopiet teuliadoù a bouez (JMO ar rejimant, ar fichennoù Etat Journalier...), ag an notennoù ha skeudennoù em boa kemeret en ur ober, d'am zro, kazimant an ¾ ag an hent graet get Loeiz e-pad ar brezel en ur heuliiñ e notennoù... Ur blezad « koñje-stummiñ » (1994-95) em boa tapet ; setu em boa bet amzer da vonet betek dielloù Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilun, Mor-Bihan ha levraouegoù (CRBC, levraoueg kêr Roazhon, levraoueg an Oriant, levraoueg Kloerdi bras Gwened...) lec'h ma oa tu lenn kazetennoù evel Kroaz ar Vretoned, le Clocher Breton, Le Nouvelliste de Lorient... Ne oa ket c'hoazh netra ebet en linenn d'an amzer-se !... Get aotre ar familh hag a drugarez d'an degemer karantezus graet din get skipailh maner Kernaud, e tremenis devezhioù arall eno e pas tout dielloù Loeiz fiziet enne ; kavout a ris lizherioù brezel arall (savet get Loeiz pe kaset dezhañ get tud an emsav, da skouer) ha dielloù prisius din-me evit anavout kompagnonezh Loeiz er 88vet RIT : e garned fourrier... En em gavout a raen, da vare an hañv 1995, get ur mell eostad ! Ken fonnus ma oa bet diaesik din « neuial » e-barzh hep en em goll, hep koll ar gwel ag ar pezh a oa ma fall.

Pevar blez goude e tifennis ma zezenn e Roazhon (5.06.1999) : Loeiz Herrieu. Un paysan breton dans la Grande Guerre. Analyse de sa correspondance avec son épouse. Tost 1350 pajennad get an dielloù (sot, pa soñjer!). Savet e voe e brezhoneg met soutenet e galleg, hervez ar reolenn, dirak ur saliad tud (tost 100 den !), ur sadornvezh d'enderv. Degemeret e oa bet ma labour (get ar meneg uhelañ-tout) ; fromus-bras pa oa bet bannet an disoc'h ; dreist-pep-tra doc'h tu re kar Loeiz a oa daet niverusik a-walc'h...

An doare da zielfenniñ danvez al lizherioù a zo bet eeun-tre : ne oa ket tu ober mod-all. Penaos e oant bet frammet (penaos e veze digoret, penaos e veze kinniget an doareoù, penaos e veze en em guitaet...), àr betra ha get petra e skrive, implij ar brezhoneg pe ar galleg, petra a veze lâret ha petra na veze ket... Doare ar vuhez kontet (lojeris, boued, pakadoù kaset ha degaset, darvoudoù, tud kejet gete, levrioù lennet...). Soñjoù ha santimantoù (pere, pe mod e vezent degaset, penaos e cheñchent a-hed an amzer...). Teuliadoù dre dem, get is-teuliadoù ispisializet e pep teuliad pennañ ; troc'hiñ pep lizher a dammoù hag embarzhiñ pep tamm (get an deiziad !) en teul a zeree doc'htañ. Adlenn, adreñkiñ, diforc'h ha klask tenn kentelioù goude. Ha monet pelloc'h evit ar pezh a lâre Loeiz ! Ledanaat ar sell evit aesaat ar c'hompren : lenn traoù arall kar da 'm danvez ha da 'm fal : dastumadennoù lizherioù (dreist-pep-tra re soudarded un tammig ... kar da Loeiz hervez an orin, an deskamant, ar garg er brezel...), labourioù bet savet dija àr an tem; kement-se e brezhoneg, e galleg, en alamaneg, e saozneg. Goude e oa bet ret sevel notennoù da zispleg, da sklerijenniñ... Al labour klasel, e gwirionez...

ABP - 23 lizher Loeiza : pelec'h e vefe moaien d'o lenn ? Penaos e oa personelezh gwreg Loeiz Herrieu ?

DC - Loeiz n'en deus ket gouarnet lizherioù a wreg ; n'int ket bet distroet d'ar gêr. Setu en em gaver forc'het en un tu peogwir n'ho peus etre ho taouarn ken nemet un tu, un hanter ag ar gaoz a zo etreze o daou... Mod-se emañ, setu. A-dreuz respontoù, propozioù Loeiz e c'heller neoazh gouiet lies a-walc'h ar pezh a oa 'barzh lizher Loeiza a zo dindan e selloù pa respont dezhi. Rak evel-se e ra : gouarn a ra al lizher betek ma en do bet amzer da respont dezhañ ; goude e vez bountet en tan, distrujet... Dre ziv wezh e lâr-eñ dezhi ne c'hell ket o gouarn dre ma n'en deus ket lec'h ebet a-feson d'en ober (ar pezh a zo gwir, en ur mod) ; ober a ra eta evel ma ra ar soudarded arall : o loskiñ.

Un tammig berr – hag aes – eo an arguzenn : Loeiz a bren levrioù, a resev dastumadennoù, hag ar re-se a vez kaset ingal d'ar gêr e pakadoù. Tu a vehe bet ober kement-all get lizherioù Loeiza, hag er gober a ra ur wezhig an amzer. Perak pas en ober plaenoc'h ? Moarvat e kav getañ, evel ar soudarded arall, n'eus ket rezon ebet d'en ober : ar maouezed, evit o gwazed, n'int ket lodek er brezel. Moarvat eo ret soñjal ivez emañ prederiet Loeiz, zoken ma n'eo ket kement-se en dañjer ag e vuhez, get ar pezh en em gavahe get al lizherioù-se ma varvahe, ma arruahe ar gwall getañ ; pe memp ma o c'hollahe : risklet e vehent da gouezhel etre daouarn soudarded arall, lennet get estrañjourion... Ar soudarded – Loeiz e-unan – a zo techet da serrezh razh ar paperioù a chom àr an dachenn, d'o lenn... Gwell eo en em gemer evit ma ne arruo ket kement-all get ar pezh a zo bet skrivet get unan re dost... Distruj al lizher a zo neoazh un tammig evel lazhiñ an hini en deus eñ skrivet (setu perak emañ bet gouarnet ken pervezh ar re bet kaset d'ar gêr get ar soudarded) ; er gouarn en e sakod pe en e sac'h a zo bout bepred tost d'an hini en deus eñ skrivet. Loeiz, eñ, a resev doare ag ar gêr kazimant bemdez !… Da betra en em steurmiñ get ul lizher pa arruo un all, unan « freskoc'h », an deiz goude ? …

Un ugent « tamm » bennak a lizherioù Loeiza a chom deomp. N'int ket bet embannet ; setu n'eus ket tu o lenn betek bremañ.

Personelezh Loeiza n'heller nemet damwelet, damzivinout a-dreuz ar pezh à lâr Loeiz dezhi. Anat eo n'eo ket evit sevel he soñjoù ken uhel evel ma ra he gwaz : poan bras he deus kompren e emzalc'h e-keñver chom hep en em welet keit ha ma pado ar brezel (un diviz emsoñjet ha harpet evitañ ; aheurterezh en e soñj eviti). Moarvat en em laka «izeloc'h» evit Loeiz a-fet soñjoù ha deskamant ; ne gred ket bepred lâret an traoù eeun dezhañ, digor he c'halon, kas trouz dezhañ, sevel goulennoù groñs doc'htañ... Klañv-diglañv e seblant bout a-lies (adalek 1916 atav), met moarvat eh eus aze kentoc'h merc'h ar skuizhder, an dizañspoar a zo kouezhet àrnezhi. Techet e seblant d'en em glemm, da glemmichat, da goll kalon buan a-walc'h : gwir pe … c'hoant da vout frealzet get he Loeiz ? … Ober a ra ar pezh a c'hell evit derc'hel lec'h he gwaz, kement-se a zo serten : en dachenn (labourat, gounit, gwerzhiñ...) hag evit ar pezh a sell Breizh hag ar brezhoneg (skriv, embann, gwerzhiñ levrioù, soursial doc'h aferioù Dihunamb arrastet, kemer perzh e tolpadoù an Union Régionaliste...) C'hoant he deus ober d'ar gwellañ evit koutantiñ Loeiz (ar pakadoù, an amannenn, an argant...). Ur gristenez sonn eo, fidel d'he chredenn ; tuet marse da vout amgredik un tammig (ar pezh n'eo ket Loeiz). Soursi a gemer get ar vugale ha get he zud-kaer. N'en em gav ket en hec'h aes get ar voazined er Gozhkêr (re a … vuhez, re a voulj a zo eno) ha gwel e vehe dezhi bout disafaroc'h.

ABP - Ur paotr kalonek, labourus ken ken oa Loeiz Herrieu. Ha koulskoude n'en em sante ket kalonek a-walc'h evit distreiñ da welet e familh, ha n'eo ket bet morse d'he welet pad ar brezel, o nac'hañ ar permisionoù. Perak ?

DC - Kalonek, sur. Met pennek-bras ivez ! … Un dibrimidig (non émotif), ur menner (passionné) eo Loeiz. Da lâret eo ne gemer ket diviz ebet diàr ur froudenn ; en em soñjal a ra – lies-mat en e-unan, hep kemer ali get den ebet arall – hag, ur wezh graet e soñj e chom, kousto pe gousto, get ar soñj graet ! … Setu aze unan a berzhioù pennañ personelezh Loeiz Herrieu dizoloet din a-dreuz al lizherioù. Pa ouier an dra-se e komprenner kalz a draoù en e vuhez : Dihunamb dalc'het ken pell en he sav pa n'eus kazimant publik ebet ken evit an dastumadenn ; karnedoù brezel – hag un deizlevr savet diàrnezhe goude – dalc'het ken pervezh (get ar pal testoniiñ) ; al labour evit sevel ar brezhoneg – ha digor dezhañ dor ar skolioù – kaset betek e varv er pennadoù savet, en argant dastumet ; an hent-dall «politikel » dibabet derc'hel da vonet getañ adalek ar blezadoù 1930-35... Ha traoù arall ! Dibaboù diboell kemeret dezhañ e-unan, hep sellet na selaou, hep asantiñ marc'hataat get ar bed é... treiñ. Hep soñjal zoken er re a rank kerzhiñ doc'h e baz-eñ ! Hep goulenn gete mad int prest d'en ober, mar gellont en ober. «Setu penaos e ran-me. Grit eveldon hag e vo mat an traoù» . Un den a zever e oa Loeiz ; un den start evitañ hag evit ar re arall ; paotr ur vuhez eeun hag ur pemdez hep faltazi. E vab Guénel a lâre lies : «Ma zad, hennezh ne oa ket un den evel ar re arall anezhañ». Ar wirionez penn-da-benn.

Daomp bremañ da afer ar permisionoù. Bezomp sklaer ! Kement-se n'eo ket bet biken nac'het doc'htañ ; eñ eo n'en deus ket james goulennet kaout permision ebet, james goulennet e wir... A bouez ur wezh : e dibenn 1918, pa oa achu ar brezel ; get ar soñj chom er gêr, bout disoudardet en Oriant goude e bermision. Kement-se a vo nac'het, evel ma voe nac'het kazimant holl ar permisionoù «liberable»-se goulennet.

Distroomp bremañ da «afer» ar permisionoù chomet hep bout goulennet e-pad ar brezel. Ma n'eo ket bet en e-unan oc'h en em zerc'hel evel-se, n'int ket bet niverus ar soudarded ec'h ober an dibab-se.  Gouiet a raomp bremañ penaos ha pegoulz eo ganet ar soñj e penn Loeiz, ha penaos en deus dalc'het dezhañ.

E miz Gouere 1915 e vez roet aotre d'ar soudarded da gaout 4 devezh (mui an amzer d'ober an hent) evit distreiñ davet o re ; kement-se a-raok miz Gwengolo, a-raok an taol bras a lakao fin d'ar brezel, an hini ma vo roet lamm d'an Alamanted - ar gredenn-se a zo get kalz a dud d'ar c'houlz-se. Loeiz a zoug en e garned, d'an 8.07 : « 8. - Er mitin-men é kemérér hanùeu er ré e ven monet permision - 4 dé e rér !!- Bout e zo ré hag e sailh get er joé. Nen dein ket mé neoah rak ne vennan ket guélet 2 huèh disparti er blé paset. Ur véh é ataù rein permisioneu ken ber: lezeuen er basianted...» Perak ne gaver ket kement-mañ e Kammdro ? Un diviz personel eo; un dra na sell ken nemet Loeiz e-unan... Ne ouier ket ma el lâr evel-se ha d'ar mem koulz da Loeiza : un toull bras a zo aze el lizherioù !...

Un taol bras a vo e miz Gwengolo ; ret e vo neoazh gortoz 3 blez c'hoazh kent ma vo roet lamm d'an Alamanted !… E 1916 e vo votet lezenn ar permisionoù : 7 devezh er gêr (mui devezhioù d'ober an hent) teir gwezh er blez (seul 4 miziad tremenet àr an talbenn). Loeiz, eñ, ne cheñcho ket e soñj a-raok fin ar brezel. Meur a abeg, a zigarez a roa da Loeiza a-hed ar mizioù ; rak adalek Genver 1916 e krog-hi d'en em c'houlenn petra 'zo peogwir ne faot ket dezhañ distreiñ davete :

- Re ziaes e vo dezhañ beviñ un disparti arall a-zoc'h ar gêr, a-zoc'h e re. Gwir eo eo tener-bras an den, en despet dezhañ bout ken start ha ken mennet, àr dachenn e garantez evit e « bempig karet », e re nesañ. Sur en dehe gouzañvet an disparti. Just kement hag o deus gouzañvet ar re arall a zo daet d'ar gêr ha distroet goude ; kavet o deus neoazh gete e talve ar boan-se bout douget abalamour d'ar pennadig amzer tremenet get o re (en em welet adarre, tañvad karantez, gwelet ar vugale hag ar re gozh...).

- Ken faezhet e vehe bet d'ar boan, ken digalonekaet, ken didroadet ma en dehe kollet kalon da vat, en dehe en em lezet da vonet get ar brezel, en dehe lakaet e berzonelezh hag e vuhez en dañjer. «An hini a goll kalon er vuhez-mañ a zo parev».

- Un dra fall e vehe en em welet a-raok ma ne vo ket dijapl, ma ne vo ket evit hejiñ kuit yev ar brezel, yev an dever a zo àr e choug. N'hello ket reiñ tamm karantez ebet d'e wreg na da zen ebet. Gwell eo gortoz get pasianted. Pa zay ar peoc'h e vo bevet hag en em garet biskoazh gwell, biskoazh tommoc'h.

- Ken hir, ken diaes, ken diakomot eo beajiñ betek ar gêr ha donet en-dro ma touj dirak ar pezh a vehe doc'h er gortoz. Ne arruahe get Loeiza ken nemet un den skuizh, prederiet get ar soñj e vehe ret dezhañ kuitaat dindan berr, distreiñ d'ar vuhez lous.

- Doue ne savo e zorn (ne lakao fin d'ar brezel sachet get an dud o-unan) ken nemet a pa vo bet paeet an dlee dezhañ. Piv a baeo ? An dud vat, an dud fidel dezhañ, an dud leun a zoujañs evitañ. Penaos e paeint ? En ur blegiñ d'E volontez, en ur chom er brezel da c'houzañv. Ar pezh a vo gouzañvet hep klemm a dalvo atav grasoù evit ar bed arall. Gouzañv get pasianted, setu aze muzul ar wir garantez en amzer a vrezel...

- Pa vo hiroc'h ar permisionoù e kemero unan ; pa vo en oad da c'houlenn an 3 sizhun a vez roet d'ar beizanted kozh ; da lâret eo e 1919, d'an abretañ...

- Ma ne c'hell ket ober mod-all (marv pe kleñved grevus unan anezhe), mar bez ret, mar bez goulennet groñs getañ e tay d'ar gêr memes tra. Neuze avat, ma en em gav didroadet goude, ma koll kalon, ma... arru droug getañ en ur zistreiñ d'ar brezel e vo dre o faot-int e vo.

Setu aze, berniet, rac'h an digarezioù a vo bountet get Loeiza... Kas a ray da vale an dud a zay da lâret dezhañ e rank distreiñ, ar re a glasko diskouez dezhañ e pezh stad en em gav e vaouez (goapaet e vez get an dud-all, kollet eo ha nec'het-bras dirak un emzalc'h n'hell ket kompren). Kas a ray Loeiza hec'h-unan da vale : «Roit peoc'h d'am spered !» Ret e vo dezhi plegiñ ha… gortoz.

Hon eus aze ur skouer ag an doare ma kerzh spered Loeiz. Graet en deus e soñj hag e talc'h dezhañ hep derc'hel kont ag ar bed é treiñ : padout a ra ar brezel hag an disparti, hiraet eo ar permisionoù, aesaet ar beajoù get an tren, dañjer ebet ken àr e vuhez adalek C'hwevrer 1918. Nac'hiñ a ra da Loeiza donet davetañ evit un nebeut devezhioù : aes e vehe bet dezhe en em gavet e Pariz, e ti mignoned dezhe, evit un nebeut devezhioù. Aes-tre e vehe bet ; aesoc'h c'hoazh evit ur serjant-fourrier. Netra d'ober !

Loeiz a soñj da gentañ ennañ e-unan. N'heller ket lâret emañ tre un den evitañ e-unan (égoïste) : soñjal a ra er re arall, kavout a ra getañ eo ret ober evel-se evit mad ar familh, o mad dezhe-holl. Evitañ eo sklaer an traoù : eñ eo a zo en arvar brasañ (arvar ar brezel, arvar bed lous an talbenn, arvar ha displijadur ar pemdez bevet kevret get tud na blijont ket dezhañ, arvar a goll e « spered » evel ma lâr...) ; ar re arall, er gêr n'o deus kollet ken nemet e vezañs-eñ en o-mesk, ar pezh a zo dister a-walc'h e-keñver ar pezh a rank-eñ gouzañv ; setu perak e c'houlenn gete soñjal ennañ-en da gentañ ; da lâret eo : ober ar pezh a lâr, en em zerc'hel evel ma lâr dezhe.

ABP - Penaos displegan ne oa, war ar dek miliard a lizhiri eskemmet etre ar soudarded war an talbenn hag o familh, ken nebeut e brezhoneg ? Aon, mezh, danjerus e oa evito ?

DC - Dija n'eus ket bet 10 milliard a lizhiri kaset get ar vrezhonegerion e-pad ar brezel ! … Gwir eo n'eus ket bet kement-se o deus eskemmet en ur yezh arall estroc'h eget ar galleg en arme Frañs. Perak ? Ret e vehe studial an afer, ar pezh n'em eus ket-me graet... Soñjoù am eus, anat deoc'h, met n'int nemet ma soñjoù din-me...

Gwir eo eo bet goulennet a-wezhoù, e rejimantoù 'zo, get ofiserion 'zo skriv d'ar gêr ken 'met e galleg. N'eus ket bet neoazh, din da ouiet atav, lezenn ebet é tifenn groñs-ha-groñs (dindan poan a gastiz) doc'h an holl dud soudardet ober get ur yezh arall en o lizherioù. Lod o deus graet, kalz pe bihan ; Euskariz, Okitaniz da skouer. Bretoned ivez. Ar pezh a zo, get Loeiz ha Loeiza eo dishañval an traoù dre ma ne skrivont an eil d'egile ken nemet e brezhoneg, koulz lâret !

Netra drol pa soñjer er pezh eo ar Barzh-Labourer e 1914 : gouestlet en deus e vuhez da Vreizh ha d'ar brezhoneg, arouez pennañ, hervezañ, ag ar vreizhadelezh evel ma wel-eñ an afer-se. Herrieu n'eo ket nag ur peizant a wisk e zilhad barzh d'ar sul, nag ur « Breton d'opérette » kennebeut : e gwirionez e vev an den e galitez a Vreizhad, hag en em zalc'h evel gwir Vreizhad en e sav (a-bezh, evel ma lâr). Loeiza a oar kement-se ; asantet he deus kemer an den-se da bried... Ma ouiont galleg, ma reont get ar galleg eo ar brezhoneg o farlant («Excuse-moi de t'écrire dans une autre langue que la nôtre» ; kentañ lizher kaset d'ar gêr). Skriv ha lenn a reont e brezhoneg, levrioù ha kazetennoù e brezhoneg a zo er gêr... Lojik-tre eo o gwelet é terc'hel get ar mem yezh ur wezh dispartiet an eil doc'h egile. Un emzalc'h kazi otomatek eo.

D'ar vrezhonegerion arall bremañ. Niverus e vint é lakaat ur bomm bennak e brezhoneg e-kreiz o c'haoz e galleg ; a-wezhoù zoken evit dislâret ar pezh a zaont a skriv e galleg (… Tout va bien, diaes eo neoazh. Je ne manque de rien...). Perak n'int ket bet niverusoc'h ? Perak n'eus ket bet muioc'h ec'h ober penn-da-benn get ar brezhoneg ?

- Desket o doa skriv ha lenn er skol ; hag ar skol a oa penn-da-benn e galleg. Setu e oa aze un doare otomatism, un doare refleks : skriv = galleg.

- Evit al lod vrasañ anezhe e oa stag ar brezhoneg doc'h ar vuhez tremenet. Evit bout doc'h an amzer, sellet davet ar bed da zonet e oa ret en em dreiñ davet ar galleg, ha setu. Implij ar galleg – mem galleg saout ! - a oa diskouez e oad « à la page ». Arabat ankouat pegen uhel brizet e oa ar galleg dre ar bed a-bezh 100 vlez 'zo ! … Hag ur wezh distroet ag ar brezel o do kalz a wazed en em droet krenn davet ar galleg ; ma talc'hint d'ober get ar brezhoneg get ar re a yaent dezhe e brezhoneg a-gent, en em ziskouezint a-enep d'ar yezh « kozh » pa vo kaoz a sevel ar vugale. Unan a ma zadoù-kozh, 20 vlez e 1914, a lâras er gêr pa voe skolaet e verc'h goshañ (ma mamm) e 1929 e oa oc'hpenn mall paoueziñ get ar brezhoneg evel parlant nemetañ e-ser buhez an tiad ; ar pezh a oa bet graet, en despet da vezañs e vamm-gaer (ganet e 1863) en o-ser na ouie tamm galleg ebet... Oc'hpenn ur soudard ne oa ket bet e stad da ziskleri e santimantoù, e soñjoù d'e re : re verr e oa ar galleg desket dezhañ er skol ! Hag ur wezh kuitatet ar skol n'en doa ket bet forzh a zigarez d'ober get ar yezh-se ; da vihanañ pas evit komz get ar re a oa tost d'e galon... Goulenn get unan bennak barrekoc'h skriv evitañ ? Biken ! Sekredoù ar galon na vezont ket bannet en avel... Forc'het en em gavas an dud-se, ha kement-se o dougas c'hoazh muioc'h da enebiñ doc'h an tamm brezhoneg gast-se. Mezh ha santimant bout tapet, bac'het en o c'hoantoù en despet dezhe. An dud-se a zo bet gloazet...

- En em gavet a rae ar soudarded pell ag ar gevredigezh, ag an endro ma oa staget ar brezhoneg doc'hte. En despet ma raent get ar brezhoneg etreze c'hoazh, ar bed a-dreiste (an ofiserion, an urzhioù) hag en-dro dezhe (mesket e oa bet an dud er rejimantoù adalek 1915) a yae e galleg.

- An doare beviñ nevez, sevenadur an araog, a vo goveliet en ur galleg ispisial (le sabir des tranchées) ha nepas e brezhoneg ; e kontrel : ar vrezhonegerion a zegemero en o yezh ar gerioù sabirek-se...

- Klevet a rer lod tud é lâret : «Ya, met an dud ne ouient ket skriv e brezhoneg. N'o doa ket desket ar feson da skriv». Tamall an « ortograf » a zo aes... N'eus nemet sellet penaos e veze skrivet ar gerioù galleg get ar braz ag ar soudarded bet e-pad 3 pe pevar blez hepken er skol hag e weler pegen diblaen, pegen berr eo o e barregezh àr an dachenn-se e-keñver ar galleg ! ... Skriv brezhoneg ne oa ket diaes tamm ebet : implij a rer an hevelep lizherennoù ; trawalc'h e vehe bet ober gete evit lakaat ar gerioù àr ar paper evel ma en deus graet meur a saver sonennoù pe kontadennoù àr o c'haieroù. Ar c'hoant a vanke, setu.

Ur sapre gloaz a zo aze, en afer yezh-se. Ret eo soñjal e oa tud soudardet na ouient ket skriv anezhe, na vestronient ket forzh-kaer ar galleg. Pa gasent o doere d'ar vaouez chomet er gêr e oa ret dezhe bout ur brezhonegour katapl da skriv e galleg ar pezh a lârent e brezhoneg a oa da lakaat àr ar paper ; ha kement-se en ur ouiet mat e vehe bet ret d'ar vaouez kaout unan bennak arall (unan ag ar vugale marse) da lâret dezhi e brezhoneg ar pezh a oa bet lakaet e galleg ! Piv en dehe diskarget e galon, lâret e soñjoù pa oa ret tremen dre gement a dud arall ?... Kement-se a zo kaoz ma vez kavet kement a lizherioù goulle, savet get frazennoù bet desket er skol... Kement-se a zo bet kaoz ivez, moarvat, da gement a dud bout klañv ha fall a-hed o buhez goude : n'int ket bet james barrek da lâret ar pezh o dehe karet, ranket lâret an eil d'egile.

Loeiz ha Loeiza a oa Bretoned desket un tamm ; daremprediñ a raent tud desket, bourc'hizion an emsav. Ag ar bobl e oant memes tra, bet desavet e tiadoù na paour-tre na pitaot-bras, é veviñ atav àr ar maez hag atav hervez reolennoù ha fesonioù « onest » ar maezoù. N'eus ket bet a skoilh ar skriv etreze. Abalamour da gement-se, abalamour ma o deus gellet digor o c'halon an eil d'egile hag eskemm o soñjoù e c'heller gwelet al lizherioù daet deomp evel ur gwir teñzor. Pec'hed eo eo kollet an hanter ag ar gaoz ! ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?