Kafedi Istor : Eus Preden d'ar broioù nevezpredenat (4re-12vet kantvedoù)

Agenda publié le 21/12/16 13:34 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/41/41499/41499_1.jpg
Ar bed keltiek en Uhelgrennamzer Uhelañ

Kafedi Istor : «Eus Preden d’ar broioù nevezpredenat (4re-12vet kantvedoù)», lusket gant Rafael Urien

D’ar Sadorn 7 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Gant donedigezh Kustentin, embannet impalaer e Eboracum (Evrog, pe York) e 306 hag astennet da c’houde e c’halloud war an Impalaeriezh en he fezh, e teu Preden da gemmañ muioc’h-mui he dremm, dre zont da vezañ kristen da gentañ-holl.

Adalek eil lodenn ar 4re kantved e teu an tagadennoù eus ar C’hornôg (Iwerzhoniz) hag eus an Norzh (Pikted) da vezañ taer-ouzh-taer, ken e krog ul lodenn eus Brezhoned Kornôg Preden da divroañ, da Walarn Galia pergen.

Steuziet ar galloud roman e Preden goude 410 en em zirann uhelidi Preden e div gostezenn, ar re a venn mirout an hengoun roman hag a embann bezañ ar «Romaned ziwezhañ» ha pa vefe goude diskar impalaer diwezhañ ar C’hornôg e 476 zoken, hag ar re a venn en em zizober eus ar romanelezh-se.

Met adalek eil lodenn ar 5et kantved e tegouezh alouberion nevez, er Reter, Germaned. Dont a ra war-dro 500 ar Vrezhoned dindan ren Ambrosius Aurelianus (hag Arzhur ?) a-benn da herzel outo, evit un hanter kantved bennak. En hevelep mare, ha liammet-start gant pezh a c’hoarvez e Preden, e kav Brezhoned Gwalarn Galia un emglev gant Franked Kloviz, pezh a aotre un embroadeg nevez, stankoc’h, er pezh a zeu tamm-ha-tamm da vezañ ur Preden nevez, pe Breizh.

Adalek kreiz ar 6vet kantved avat e teu ar C’hermaned da vont war-raok en-dro. Disrannet eo Brezhoned an Enez etre re ar Mervent (a zeuio tamm-ha-tamm da vezañ bevennet e Kernev-Veur), re ar C’hreiz (a zeu da vezañ Kembre) ha re an Norzh (Gwalarn Bro-Saoz ha Mervent Alba a-vremañ). Rouantelezhioù brezhon an Douar-Bras (Devnon, Kernev, Ereg) a zeu da droc’hañ-krenn o liammoù gant ar Franked. Ouzhpenn-se, deuet ar C’hermaned da zegemer o-unan ar gristeniezh, en em gav ar Vrezhoned lakaet e meur a geñver a-gostez eus ar C’hornôg kristen.

Daoust d’o disrann ha d’o zonkad dezho o-unan hiviziken e vir avat an holl Vrezhoned, eus Breizh betek re an Norzh, un emskiant eus o c’humuniezh, betek an 12vet kantved da vihanañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?