Kemper. Kafedi Lennegezh : Ar Sketla Segobrani, d'an 3 a viz Kerzu

Agenda publié le 24/11/16 18:13 dans Cultures par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/41/41319/41319_1.jpg
Ar Sketla Segobrani

Kafedi Lennegezh : Ar Sketla Segobrani, lusket gant Tepod Mab Kerlevenez.

D'an 3 a viz Kerzu 2016, 2e30 goude merenn, tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER.

Ar Sketla Segobrani, avanturioù faltaziek ar brezelour kelt Segobraneos, eus meuriad al Lingoned, zo anezho un dastumad teir levrenn skrivet e brezhoneg gant Meven Mordiern, Frañsez Vallée hag Emil Ernault hag embannet e 1923.

Berzh bras ar reas an istor-se e metoù ar Vrezhoned desket etre an daou vrezel-bed, ha dont a reas an oberenn hec’h-unan da vezañ unan diazez eus al lennegezh vrezhon, en arbenn pergen da binvidigezh ar yezh arveret ha d’ur brezhoneg unvan evit ar wech kentañ abaoe nouspet kantved.

Aet diwar an eñvorioù goude an Eil Brezel-Bed e kinnigo Tepod Map Kerlevenez un displegadenn anezhi, ha lenn a rayo arroudoù anezhi da geñver ur C’hafedi Lennegezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?