Gant pedervet enrolladenn klevrig Pierre-Emmanuel Marais, eo klok bremañ listenn Priz ar Vugale
Un istor etre bro Euskadi, bro Palestinia ha Breizh, kontet e brezhoneg, gant mouezh an tad, Sten, hag ar verc'h. Ur gwir blijadur eo da selaou an daou. Setu neuze un tañva, hag e gouel al levrioù Karaez e c'helloc'h kaout ar pevar levrig, mui an enrolladenn !
Degasit ho alc'houez USB ganeoc'h !
Degemer mat e Karaez disadorn ha disul e stand Keit Vimp Bev.
Gant mouezhioù Sten ha Suliana Charbonneau, ha Myriam Guillevic.
■