Korn ar vugale e Karaez : roll an abadennoù

Communiqué de presse publié le 20/10/16 14:47 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/41/41109/41109_1.jpg
Awenn

Lennadennoù, c'hoariva, margodennoù, kontadennoù, haiku : a bep seurt traoù vo kinniget e «Korn ar vugale» !

Gouel al levrioù Karaez, Korn ar Vugale

D’ar sadorn 29 ha d’ar sul 30 a viz Here 2016

D’ar sadorn 29 a viz Here

Lenn e brezhoneg (bannoù treset, levrioù, albomoù...) ha haiku( (film Ronan, levrioù e brezhoneg, gallaoueg, galleg war an haiku), ha korn an iwerzhoneg.

2 e  Arzoù kaer evit ar vugale hag abadenn gant ar c’haner hag embanner iwerzhonat Tad Dhonnagain

3 e Eskemm war ar c’hoariva iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg, gant komedianed ha troerien. Hanterourez : Laetitia Fitamant eus Radio Kerne

16 h 15 Luduennig, gant Strollad Kallag (45 mn)

Luduennig gant daou vargodenner ampart ha leun a nerzh, Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel

17 h 15 Jean Kergrist, 78,9  pe eñvorennoù un azen : adkvaet gant Jean e fri furlukin evit kontañ e istor. Furlukin atomek, den politikel o farsal, skrivagner, leurennier, den ar media, Yann vilvicher a oar kontañ ha lakaat an dud da c’hoarzhin. (1 e 15)

D’ar sul 30 a viz Here

Lenn e brezhoneg (bannoù treset, levrioù, albomoù...) ha haiku ( (film Ronan, levrioù e brezhoneg, gallaoueg, galleg war an haiku), ha korn an iwerzhoneg.

2 e  Arzoù kaer evit ar vugale

3 e  Lennadennoù c’hoariva eus bro Iwerzhon e brezhoneg gant komedianed ar gevredigezh C’hoariva

3 e 30 : Tok 'n Emil, kontadenn divyezhek evit ar vugale, gant Awenn Plougoulm, priz kentañ kan ar bobl 2016.

5 e Penaos buhez, lâre Filo !  C’hoariva en galleg, brezhoneg hag alamaneg gant ar strolladFubudenn Kemperle

6 e  Lañset e vo kenstrivadeg haiku Taol Kurun 2017 gant ul lennadenn e brezhoneg, e galleg hag e gallaoueg war sujed an hent, dibabet ar bloaz-mañ. Gant Mai Ewen hag Annaig Kervella-Latimier.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 6 ?