Marv an arc’heskob gant Peter Tremayne

Présentation de livre publié le 19/10/16 17:01 dans Littérature par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/41/41102/41102_1.jpg
Marv an arc'heskob

Roma, diskaramzer 664. Wighard, arc’heskob Canterbury, a zo bet kavet marv e palez al Lateran. Gwarded ar palez o deus harzet ul lean iwerzhonat, Ronan Ragallach, tra m’edo o tec’hout diouzh ranndi Wighard. Daoust ma nac’h Ronan bezañ kablus ez eo kendrec’het an eskob Gelasius, e karg eus aferioù ar palez, ez eo ur muntr politikel ; Wighard a zo bet drouklazhet da heul trec’h pennoù an iliz angl-ha-sakson a-du gant Roma war re an Iliz Keltiek da geñver sened Whitby. Muntr Wighard a c’hellfe digeriñ brezel etre ar rouantelezh sakson hag Iwerzhon ma ve tamallet Ronan hep prouenn, setu perak eo karget ar c’hoar Fidelma hag ar breur Eadulf eus an enklask. Tud all a varvo avat a-raok ma vo diskoulmet an afer iskis-se.

“Marv an arc’heskob” eo eil enklask ar c’hoar Fidelma. Un heuliad a ra berzh er bed a-bezh pa’z eo bet troet en un ugent yezh bennak. Savet eo ar romantoù gant Peter Tremayne, un arbennigour war sevenadur ar Gelted kozh.

Troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.

Embannet gant An Alarc'h

12x19, 404 p.

Priz 14 euros

ISBN 978-2-916835-76-1


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?