Perak o deus manifestet ?

Communiqué de presse publié le 17/10/16 9:14 dans Société par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/41/41085/41085_1.jpg
Manif pour tous

Emglev an Tiegezhioù, ur gevredigezh katolik ha brezhoneg he yezh, he doa galvet da vanifestiñ e Pariz di sul. Savet abred-tre d’ar Sul vintin ez eo loc’het o c’harr-boutin diouzh Brest da 4 eur, ha goude bezañ arsavet e Landerne hag e Gwengamp da sammañ an dud, en em gavjont da 13 eur e Pariz, «Porte Dauphine», hag e treuzjont karterioù Kornog Pariz evit tizhout an «Trocadero».

200.000 a dud a oa bet, hervez an aozerien, ...28.000 hervez ar polis, ar pezh n'eo ket gwall onest. Niverusoc'h, a galz, eget ar re a zo bet a-raok an hañv, a-enep al «Loi Travail». Kalz a diegezhioù a oa, evel ma oa kaer gortoz. Laouen an argelc’h, yaouank, difeuls a-grenn. Daoust hag e vezint selaouet ? Da vihanañ, a ziskleir renerien ar Manif ‘vit an Holl, e viro ar vaifestadeg ouzh ar PSF da vouezhiañ lezennoù all a-enep an tiegezhioù. Betek-hen, da vihanañ emezo, o deus miret ouzh ar gouarnamant da aotren ar PMA hag ar GPA gant manifestadegoù bras-divent (milionoù a dud) e 2013 ha 2014.

Unan eus ar palioù pleustrek all a zo, sur-mat, pouezañ war ar vreutadeg a c’hoarvez er-mare-mañ e metoù «Le Républicains» evit dibab o dileuriad evit mouezhiadeg miz mezheven 2017 evit kadoriadelezh ar Republik. Er vreutadeg a oa bet diriaou war ar skinwel ne oa bet anv ebet eus Lezenn Taubira nag eus an naontek poent all vroud ar Manif ‘vit an Holl da zifretañ kement.

Perak o deus manifestet ?

1- Da gentañ-holl e chomont a-enep lezenn Taubira, evel 40 % eus an dud e Frañs (ha 61 % eus an dud «a-zehou» hervez an sontadurioù diwezhañ) ;

2- A-enep ez int ouzh ar raktresoù da aotren ar GPA, da heul lezenn Taubira ha c’hoant Pierre Bergé da c’hellout «feurmiñ e gof» ;

3- A-enep an advaberezh gant koubladoù heñvel o rev : lezennoù an advabañ a oa evit reiñ un tad hag ur vamm d’an emzivaded, ha n’eo ket da reiñ ur «gwir da gaout bugale», emezo ;

4- A-enep ar PMA evit ar maouezed dizimez pe ar c’houbladoù maouezed ;

5- A-enep al lezenn nevez-vouezhiet da lidañ ar PACS en tiez-kêr, ha da c’hellout torr-dimeziñ hep barner.

6- Ivez a-enep ar gwir a zo bremañ da «gemm rev», pe rag-anv, netra nemet en ur gemenn-se dre lizher d’an tiez-kêr ;

7- A-enep ma vez ret hiviziken goulen n aotre pa zivizer sevel ur skol dishual digevrat gant ar Stad ;

8- A-enep kelennerezh damkamiezh ar «gender» er skolioù war zigarez komz eus an ingalded Gwazed/maouezed, d’un oad m’o devez ezhomm ar vugale da gaout patromoù hennadel kreñv d’o sikour da dreuziñ ar grennardiezh ;

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?