Breizh-ImPacte a lak he zreid e-barzh ar plad !

Communiqué de presse publié le 3/10/16 18:43 dans Langues de Bretagne par Yannig Baron pour Yannnig Baron
t:0

Kalz dale he deus Breizh e-keñver kelenn he yezhoù. En Elzas e vez desket o yezh d’an holl vugale hag an divyezhegezh a ya founnus war-raok. E Korsika e chom 53 bugel hepken na zeskont ket o yezh c’hoazh, mes soñjet e vez hollekaat an divyezhegezh dre soubidigezh pe hanter soubidigezh hag ur raktres ledan evit stummañ ar gelennerien zo war ar stern. 64 % eus ar skolioù a ginnig an divyezhegezh e Euskadi hanternoz.

War-dro 3 % eus ar vugale hepken a heuilh kentelioù brezhoneg mod pe vod. Ne vo ket ken un afer a vuhez, mes a dreuzvuhez a-benn berr !

Stad an traoù e rannvroioù Bro-C’hall a ziskouez n’hon eus ket ezhomm da c’hortoz pep tra digant ar Stad, mes posupl eo divizout ni hon-unan, m’hon eus ar volontez d’hen ober.

Bonreizh ar Frañs zoken (pennad 1 ha 72, poentoù 1 ha 2) a aotre ar Rannvroioù da zivizout war an danvez-se, gant ma vo goulennet ar frankiz d’hen ober digant ar Stad.

Breizh-InPacte a ginnig, abaoe penn kentañ 2015, divizoù fetis evit mont war-raok. Ouzhpenn 1.000 den o deus kemeret perzh en he sinadeg dindan ur miz, en o zouesk leun a bennadurezhioù eus ar bedoù ekonomikel, politikel, sevenadurel, keveladurel, hag ivez un niver bras a gerent hag a gelennerien.

Ar « Breujoù », prometet ha merket a-benn ar 15 a viz Here, zo deuet da vezañ « Emvod rannvroel diwar-benn ar brezhoneg » hepken, a vo hep dazont, hep muioc’h a youl eget an hini a vez diskouezet bremañ, ma ne vez ket deltuekaet gant an emsaverien !

Petra a vez gortozet gant an dud dilennet hag ar re zo e penn Kuzul Rannvro Breizh evit krogiñ er gallusterioù zo ha goulenn groñs ma vo savet ur « Politikerezh yezh ha sevenadur nevez » er pemp departamant hervez o ezhommoù ?

Evit Breizh-ImPacte, Yannig Baron


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024
Ret e vo ober un dra bennag !
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.