Emglev an Tiegezhioù a c'halv da vanifestiñ e Pariz evit ur politikerezh "pro-life"

Présentation de livre publié le 1/10/16 13:45 dans Société par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/40/40984/40984_1.jpg
Manif pour tous, Manif 'vit an holl, Taubira
https://abp.bzh/thumbs/40/40984/40984_2.jpg
Imbourc'h

Pevar fennad a gavor war ar c’heleier mantrus da heul ar sponterezh islamek :

- «Laikouriezh ha Charia a zo lezennoù diamzeret o div», gant T. Gwilhmod

ur pennad en deus devoudet ur c’havailh a-enep an aozer er gelaouenn Ya !) ;

- «Sklaer e vez distaget ar pezh a veizer mat...», gant Donwal Gwenvenez

Atav eo bet darempredoù Europa gant ar bed muslimat darempredoù a geñveriañ nerzhioù ; Tonket e oa da Europa bezañ kristen ; ar barabolenn eus “ar Winierion Vuntrerion” (Mazhev 21 ; p. 33-45) ; Aloubidigezh Europa keñveriet gant aloubidigezh Roma gant ar Varbared ;

- «Merzher an Iliz katolik pe merzher an denelouriezh hollvedel ?», gant Yann Mikael

Birvilh bras a zo bet er meziennoù en dro da zrouklazh ar beleg kozh Jacques Hamel ;

- «Da betra e servij an armeoù europat ?», gant Tiernvael

Da betra e servij un arme, dreist-gourdonet, mar ne servij ket evit herzel ouzh un alouberezh ? ;

- «N’eus ket a garantez hep fealded, hep kendalc’husted», gant Youenn Troal

Ma-z eus unan bennak hag am c'har, va c'homz a viro… (Yn 14) ;

- Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen ;

- Buhez hon Emglev : Renta-kont Emvod-meur EAT, Prientadur ar Bibl, Manifestiñ e Pariz a-enep Lezenn Taubira, evel brezhonegerien d’ar 16 a viz Here (Karr-boutin eus Kastellin), tu 'zo da c’houlenn PDF al levr katekiz (3 bloavezh katekiz evit prientiñ o fask kentañ) evit ur bennozh Doue : 230 pajennad skeudennoù e liv, stumm A5.

Evit lenn ar c'hannadig-se : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 3 ?