Saloñs Awen Breizh Poellgor an Tarv e Kastell-Paol

Agenda publié le 30/09/16 16:35 dans Cultures par Armel Le Sec'h pour Armel Le Sec\'h
https://abp.bzh/thumbs/40/40978/40978_1.jpg
Skritell diskouezadeg ar Salons Awen Breizh Poellgor an Tarv e Kastell-Paol. Gant Nicole Ryan.

Eus an 8 a viz Here betek ar 27 a viz Du e Ti ar Chaloni Kastell-Paol

Jean-François Chaussepied, Véronique Duprat, Joanna Farmer, Nolwenn Guillou, Pierre Hurteaux, Armel Sec’h ha Nicole Ryan a zisplego.

Seizh livour e vo, istor 20 vloaz ar Poellgor e vo displeget, gant skritelloù ha paperoù degemer…

Evel boaz e vo barzhonegoù e-kichen pezhioù livet, hag ar Priz a Heson 'vo roet d’an heson bravañ etre ar pezh-arz hag ar varzhoneg.

Deizioù digor :

Merc'her, Gwener, Sadorn ha Sul :

Goude merenn : da 2 e betek 6 e.

Digoust.

Digoradur

Nicolas Floch, maer Kastell-Paol ha Odile Mulner-Lorillon, eil maerez evit ar Sevenadur, a bed ac'hanoc'h da zont da Zigoradur an diskouezadeg, d'ar Gwener 7 a viz Here 2016 da 6 e 30 gm e Ti ar Chaloni.

Ma blij a ra deoc'h bezañ pedet d'an digoradur, kassit ur mel da : laprebendale@saintpoldeleon.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 5 ?