Mari-Vorgan ar glanndour, dindan gouleier ar c'heleier

Chronique publié le 23/09/16 13:15 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/40/40936/40936_1.jpg
Golo gant Christophe Babonneau

Levr Goulc'han Kervella difennet d'an embann gant an ti-embann TES, a zo deuet er maez a-drugarez da di Al Liamm, met meur a dra zo 'barzh an afer...

Div sizhun goude marv ar paotr o redek war bae Hilion em boa lennet levr Goulc'han Kervella, sañset bout embannet evit ar re yaouank gant ti-embann TES, ha nac'het 'benn ar fin peogwir e oa anv e-barzh deus ur skrivagner millvrudet : Roparz Hemon. Titl al levr a denn eus "Mari Vorgan", titl un danevell skrivet gant ar barzh, daneveller, troer, paotr ar geriadurioù hag an hentennoù brezhonek marvet e bro Iwerzhon.

Re, evit an Deskadurez stad, se oa re : arabat ober anv eus unan en doa graet e seizh gwellañ evit lakaat ar brezhoneg war renk forzh peseurt yezh brudet en Europa, gant ul lennegezh etrevroadel.

Ha setu un dra all c'hoazh a oa direnkus : komz eus an hañvouezh, eus ar bezhin glas, ar baour-gaezh Mari Vorgan, ur vorganez o vervel, evel paotr Hillion gant ar gaz o tont 'maez eus breinadur ar plant mor-mañ.

Setu, daou abeg neuze da lenn romant berr Goulc'han, skeudennaouet kaer gant Christophe Babonneau, peadra da c'houzout hiroc'h war ar sevel moc'h e Breizh hag an dañjer spontus a zo evit an dud, ha, war hir dermen evit ar faltazi, an huñvre, ha dazont ar vro...


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.