Ul Levraoueg bev o neus kuitaet omp.
Aet eo Martial Menard da anaon. Echuet e daol arar diwezhan ? N'eo ket, keit m'en deus gallet en deus labouret evit ar yezh ha sevenadur Breizh. Hep tamm diskrog ebet. Dibriz eo al labour en deus kaset da benn da sevel geriadurioù. Ul labour didrous hep gortoz doujañs ar Stad c'hall evit hor sevenadur. Dastumet en deus, pizh hag aketus pinvidegezh ar brezhoneg evit reiñ loc'h ha herezh da vugale ar Vro. Divent eo e oberenn, ha ne vez ket gwelet nemeur a dud eveltañ en ur c'hanved.
Un den sichan e oa, a blije dezhañ c'hoarzhiñ ha farsal ha skrivañ enezhan, hep disoñjal morse stad ankenius ar Vro. Eviti en deus stourmet pad e vuhez.
Evit kement-se, hag evit kalz a draoù all c'hoazh, trugarez Martial.
■