Eostiged ar Stangala : kampion Breizh gant un abadenn nevez

Communiqué de presse publié le 24/08/16 18:10 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Goude ar veaj e Mec'hiko, goude ar 14vet priz kentañ e Gwengamp evit ar sant Lou, setu an Eostiged e Kemperle disadorn.

Ne vez ket mui lâret piv eo ar c'helc'h brudetañ a zo e Breizh. Tud Kemper, gant meur a zañser, gant meur a souezhadenn, war leurennoù bedel, setu neuze ur c'helc'h kozh leun a dud yaouank, oc'h ober evit an eil gwech un abadenn war ar straedoù. Deuet e oa e Rias e Molan, e kreiz kêr, leurenniet gant le Fourneau. Hag ar c'hen-rener ar Fourneau, Claude Morizur a oa bet souezhet bras pa oa bet resevet gantañ ar c'hinnig nevez ; dont da Gemperle da ginnig o abadenn nevez : Darknoz. Selaouit hag e klevoc'h, setu disadorn «Dark Noz» ba Kemperle, pa vo an noz o tostaat, evel rezon...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?