The Corrs : an distro

Communiqué de presse publié le 3/08/16 23:58 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Laouen ar festival da bediñ an holl dud a blij dezho mont da riboulat gant sonerezh vat ha strolladoù nevez da welet pep bloaz !

Gant Joan Baez, Alan Stivell, Cecile Corbel, arzourien niverus, pipe bands, danserien... e vo peadra da selaou a bep seurt sonerezh, a bep seurt nerzh krouiñ. Hag ar strollad , The Corrs, ur breur, teir c'hoar eus bro Iwerzhon a vo evit an eil gwech e gouel ar Gelted. Ugent vloaz zo, e 1996, e oa ar strollad-mañ en Oriant dija. Tonioù hengounel met ivez sonennoù o deus graet berzh er bed a-bezh evel «Runaway» pe «Breathless». Sonerezh keltiek gant pop ha rock, aze hon eus ur strollad a vo o seniñ war slipway porzh pesketourien An Oriant evit an distro o doa kroget e Glasgow ar bloaz-mañ, sur a-walc'h e vo lakaet an tan b'an Oriant d'an 13 a viz Eost gante !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?