800 den war an dachenn, 60 en a youl-vat, kezeg al Laita, gourenerien ar Faoued, sonerien...
Gant Diwan e kendalc'h ar stourm e-pad an hañv. Gouel evit an douristed ? Marteze a-walc'h... Met pa vez lakaet tud ar vro da labourat asambles, war dachenn Kristian, labourer douar, gant un tad bet ar c'hentañ rener tachenn kampiñ ar Pouldu, pa vez ar c'hezeg kaset gant Lili Monfort, bet desaver kezeg hag atav o lakaat troterien ha galouperien da bleustriñ e Cotonard... ur gouel evit touristed emit-hu ?
Ha Jo Derrien, gant e gazeg, bet mevel bras da 14 vloaz e menajoù ar vro, ha bugale Kloar o tougen dilhad mare Gauguin, se zo touristelezh ? Hag e touez an dud a youl vat, dastumerien, kanerien, sonerien, gouest da fardañ krampouezh ha da bignat war al leurenn war lerc'h, gouest da staliañ ha da ren ar sono, o seniñ daou ha daou evit ur c'helc'h keltiek, folkloraj eo ? Produerien sevenadur, kentoc'h, produerien deskadurezh pobl, a vez gwelet re alies evel un dra dister, un dra «n'eo ket AR sevenadur», ha koulskoude... pegen brav oa ar gouel !
■