Festival Fisel : ur program dreistordinal !
Communiqué de presse publié le 17/07/16 12:26 dans Festivals par Fanny Chauffin pour ABP
t:0
Met penaos 'vez graet ganto ? E kreiz Breizh, e kreiz kêr Rostrenn e vez kavet ar sonerien eus ar gwellañ tout, ar c'hanerezed eus an dibab...
Sellit ouzh an teaser : peadra da c'haloupat betek bro Fisel evit tri devezh. Du-mañ e vo bodet fin miz Eost sonerion eus ar vro met tud all ivez, evel pep bloaz. Ur skipailh aozerien liammet gant aozerien an Erer Kozh ha La Grande Boutique e Langonnet. Gwad hag avel nevez b'ar vro... !
■