"Ma levr kentañ evit deskiñ brodañ", Odile Le Goïc-Le Guyader

Communiqué de presse publié le 23/06/16 16:45 dans Littérature par Trifin Le Merdy pour Trifin Le Merdy
https://abp.bzh/thumbs/40/40430/40430_1.jpg
Ma levr kentañ evit deskiñ brodañ ©Beluga/Coop Breizh

A-nevez e ti Beluga/Coop Breizh

Ma levr kentañ evit deskin brodañ. Ar broderezh kammed-ha-kammed

Odile Le Goïc-Le Guyader. Troet e brezhoneg gant Mona Ropars.

N’eus ket liv an traoù kozh gant ar broderezh. Nann ‘vat !

Dornet mat ha pasiant e teuio ar vugale da vezañ dre forzh pleustriñ. Un digarez dezho da zeskiñ sipañ o spered ha da reiñ digor d’o faltazi.

Ar c’hentañ hentenn gouestlet d’ar re yaouank eo an hini zo kinniget gant Odile Le Goïc-Le Guyader amañ. Kammed-ha-kammed e vo desket teknikoù ha krafoù diazez – ar c’hraf garenn, ar chadennig, hadañ perlez… – diouzh displegadennoù sklaer ha skeudennoù resis-kenañ.

El levr-mañ e kavo an danvez-broderien ur bern mennozhioù da sevel profoù o-unan : sternioù, ur chakodig hezoug, un dougalc’hwezioù…

Ha kavout a ra deoc’h ne blij ar broderezh nemet d’ar merc’hed pe ez eo re vihan ho pugale ? Bezit fiziañs enne ha souezhet e voc’h gant o startijenn !

Hentenn evit an dehouidi hag ar gleizidi.

11 patrom diwar tresoù hengounel.

Danvez da sevel profoù kaer !

ISBN 978-2-37133-083-2

21 x 21 cm / 56 pajenn / golo blot / 14 €

Adalek 6 bloaz

(voir le site)

(voir le site)

(voir le site)

Odile a vo e stal Coop Breizh Kemper, 16 straed Elie Freron, d'ar yaou 30 a viz Even, evit kinnig ha sinañ he levr nevez.

Titouroù ouzhpenn : Trifin : tlemerdy@coop-breizh.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?