Ar priz lennegel Sten Kidna a souten levrioù skrivet e brezhoneg

Agenda publié le 27/05/16 17:40 dans Littérature par Patrick Dréan pour Patrick Dréan
https://abp.bzh/thumbs/40/40283/40283_1.jpg
Ar priz lennegel Sten Kidna 2016 - levrioù àr ar renk

Krouet e oa bet e 2009, àr un dro get ar priz «Bernard Moitessier» (e galleg) er Bonoù. Enoriñ a ra ar priz Sten Kidna bep blez ur levr faltazi nevez e brezhoneg (romant pe danevelloù).

Ar skriv hag an embann e yezh ar vro a vez soutenet get ar priz-se, dre ur skoazell argant.

Ar blez-mañ evit ar wezh kentañ e vo ti-kêr an Alre a genlabouro get Kerlenn Sten Kidna evit aoziñ ar priz lennegel.

Roet e vo ar priz Sten Kidna e 2016 en Alre : d’ar sadorn 4 a viz Mezheven.

6 romant a zo àr ar renk ar blez-mañ hag a vo priziet get 9 ezel ar juri :

- Bara Brith, David ar Gall, Al Liamm, 2015

- Diskrap e Skabyar, Yann Gerven, Al Liamm, 2015

- Udora, Paskal an Intañv, Al Liamm, 2015

- N’eus ket a garantez eürus, Goulc’han Kervella, Skol Vreizh, 2015

- Dispac’h, Mikael Madeg, Kêredol, 2014

- Divemor, Pierre-Emmanuel Marais, Al Liamm, 2015

Gouiet muioc'h war al lechienn internet : www.ksk.bzh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 3 ?