Lidañ a ra Enercoop Breizh he dri bloaz ha treiñ a ra he skorioù kehentiñ e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 17/05/16 18:18 dans Environnement par Armande Gat pour Armande Gat
https://abp.bzh/thumbs/40/40212/40212_1.jpg
Dud an ENERCOOP
https://abp.bzh/thumbs/40/40212/40212_2.png
e brezhoneg
https://abp.bzh/thumbs/40/40212/40212_3.png
e brezhoneg

Ur pourvezer tredan nevezadus 100 % eo Enercoop. Ur statud kevelourel he deus. Ezel eo Enercoop Breizh eus ar rouedad 10 keveleri Enercoop a zo e Frañs, bet krouet e miz Meurzh 2013.

Kendrec'het eo bet Enercoop Breizh gant meur a bratik a-vicher da dreiñ lod eus he skoroù kehentiñ e brezhoneg : pleg-follennoù, skritelloù evit an dud a-vicher hag ar breveziaded.

Asambles gant ar gevredigezh Mignoned Ai'ta! eo bet graet al labour treiñ. E 2013 eo bet krouet Mignoned Ai'ta! gant ar pal bezañ un ostilh evit adperc'hennañ ar brezhoneg ha brudañ ar yezh en eur vont davet obererien ar gevredigezh vreizhek. C'hoant he deus ar gevredigezh Mignoned Ai'ta! kinnig pourchasoù kehentiñ, stummadurioù hag alioù d'an embregerezhioù ha d'ar c'hevredigezhioù. Kinnig a ra ivez darvoudoù hag embannadurioù tro-dro d'ar brezhoneg evit an holl.

Degemeret mat eo bet an intrudu-se. Pratik e ti Enercoop eo Timotée Messager, e Pleuveur-Bodoù : « Dreist e kavan an intrudu-se. Ouzhpenn souten ur pourvezer tredan nevezadus ez eus loc'h ennon da harpañ ur pourvezer a zo tomm e galon eus ar yezhoù rannvroel ».

Armelle Kerino eus an Alre : « Gant an ostilhoù-se e c'hellomp lakaat hon dibaboù war well ha kehentiñ e brezhoneg war ar memes-tro. Kreñvaat a ra hor liamm gant ar vuhezegezh ha gant hor br ». Brezhonegerez eo Monique Lagadeg eus Penn-ar-Bed : « Ne soñjer ket atav, koulskoude eo trawalc'h evit kregiñ ar gaoz e brezhoneg ha lakaat hor yezh da vevañ un tamm muioc'h ».

Da vare Gouel Breizh, hag a vez dalc'het etre ar 14 hag an 22 a viz Mae, e erru an intruduse.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?