Mirdi Gauguin e Pont Aven : brezhoneg ebet

Chronique publié le 27/04/16 15:39 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Ur savadur nevez-flamm, saozneg e pep lec'h, ha brezhoneg ebet, ha koulskoude

Tro dro Regine Guillemot e oa bodet un ugent a dud evit lakaat ar mirdi da glevout n'eo ket ar brezhoneg un «invisible language». Goulennet o doa un emgav digant ar rener, ha benn ar fin eo Benoît BELEC, rener meur servijoù kumuniezh aglo Konk Kerne, ha Laetitia Baudin, dilennadez Konk Kerne e karg eus ar sevenadur evit an trede kêr Penn ar bed, met ivez evit ar gumuniezh.

Disheñvel e oa ar brezegenn dirak an div stourmerez deuet d'an emgav, ha war lerc'h dirak ar gazetennerien : un deiziataer a zo bet lakaet hag e vo «audioguides» ha «flyers» en brezhoneg ar bloaz-mañ, biroù e brezhoneg a vo ivez. Evit ar pezh a sell ouzh sinadur karta ar brezhoneg se zo un afer all, ret e vo gortoz c'hoaz emvod ar 45 dilennad, ha n'eus evit ar poent 'met tri c'hêr o deus sinet : Konk Kerne, Elliant ha Tregon.

O c'hortoz, da bep hini da vont enno ha da c'houl groñs e vefe cheñchet ar biroù. Ne gousto ket re gêr, gant ar milionoù a euroioù zo bet roet gant ar Stad, ar Rannvro, an Departamant, ar gumun hag ar gumuniezh, chom a raio kredapl un nebeut gwenneien evit lakaat dindan daoulagad an dud ar yezh a veze komzet gant an holl dud mare Gauguin.

Interessant e oa ar pezh oa bet lâret gant Laetitia, deuet da welladenniñ ar mirdi, bamet dirak ur bern taolennoù, met fuloret gant ar plas roet da yezh ar vro :

«Ret eo derc'hel kont eus ar pezh a oa bet bevet gant al livourien d'ar mare oant e Pont Aven. Forzh penaos an arzourien oa paour-razh ha maez eus an ostaleri bourc'hizien, hag en emgavet oant bet gant tud a ouie brezhoneg. Galleg a oa etre Gauguin hag ar Vretoned, met bez oa brezhoneg e pep lerc'h war ar marc'had, er parkeier... Mat e vefe kaout un displegadenn war ar gevredigezh a oa d'ar mare-se, gant fotoioù an amzer-se. Boued mor oa boued ordin, an dud-se a oa diwenneg hag a yae da bakañ alkol greñv hag a galite fall gant tud ar vro. Livañ a raent mogerioù an tavarnioù hag e oant alies disprieizet gant tud ar vro.

Skiantel war an danvez hepken emañ tud ar mirdioù, ket war an endroadur, studioù uhel kompliket graet gante hag er fin, n'eus ket kalz a draoù a-dreñv».

Pa vo degemeret ar vugale e brezhoneg, pa vo aesoc'h d'an dud kompren an diforc'h etre sevenadur ha folkloraj, pa ne vo ket lodennet an arzoù pobl hag an arz meur lec'hiet e Paris... e vo kalz nebeutoc'h a labour evit gwirioù ar yezhoù, forzh peseurt hini e vefe.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?