Emvod meur Diwan : 100 den o votiñ ar statudoù nevez

Compte rendu publié le 24/04/16 20:18 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Bodet e kreizenn Keraodren disul e oa prezidanted ar skolioù, tud kuzul merañ Diwan, skolaerien, kelennerien asambles evit aozañ buhez kevredigezhel ar skolioù dre soubidigezh e brezhoneg.

Tomm eo er sal. Troet war eeun gant Kristian ar Bras, komzoù Stephanie Stoll, prezidantez ar rouedad a zispleg mont en dro an devezh, gant ur burev dilennet evit an emvod meur dreistordinal. Prientet mat abaoe mizvezhioù gant ar c'huzul merañ, setu neuze ur bern mennadoù a zo bet votet, poentoù adwelet evit klotaat gwelloc'h gant buhez pemdez ar gevredigezh.

Raktres an eil lise er Morbihan a zo aet war raok evit ma vo digoret a-benn miz Gwengolo 2019. Kuzul skoazell Diwan Plougastell Daoulas a werzhe sivi bio ar vro, labour ar vugale a oa diskouezet (tresadennoù ha delwennoù bihan war dem ar gourenerien).

Un emvod meur sioul, a ziskouez nerzh trankil ur gevredigezh. Re drankil marteze ? Dre forzh votiñ mennadoù setu ur berzhiadez dirollet o skrivañ war un tamm paper «gwechall e oa an émotion, ha bremañ zo un tas d'motions...»

Met n'eus ket amzer da goll ha ret eo d'ar skolioù Diwan prientiñ ar redadeg a vo 'benn digwener, ha 40 vloaz Diwan a vo... 'benn ur bloaz !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?