il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3978.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Emgann - Emsav an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h BP 70215 22202 Gwengamp cedex

An UMP hag ar Brezhoneg

Derc'hel soñj a raio komite Emgann-MGI Treger-Gouelo eus kinnig Yvon Garrec kuzulier-meur UMP kanton Bear e niverenn ziwezhañ « Côtes d’Armor », kelaouen ar C'huzul-meur, a c'houlenn enni digant ar muianiver renet gant ar PS hag ar PC e vefe brezhoneg er gelaouenn en-dro. Ur goulenn savet gant kalz brezhonegerien ha gant an emsav sevendurel a zo ken oberiant e Treger ha Gouelo. Prouiñ ar goulenn-se savet gant ur c'huzulier UMP, ha n'eo ket unan anavezet evit bezañ graet tra pe dra evit ar brezhoneg, eo bet lakaet an dra-se da benngoulenn e rank an dilenndi deus forzh pe du e vênt disklêriañ o savboent. Lâromp memestra en doa nac'het ar strollad-mañ gervel da vont da zibunadeg an 3 a viz Mezheven diwar c'halv Kuzul Sevenadurel Breizh evit ensavadurioù breizhat evel a vez dleet, unan a roio an tu d'ar vretoned kemer o aferioù e karg, war dachenn ar yezh pergen. Lâromp en-dro ez eus deuet ur 6000 den bennak. Dalc'homp soñj, evit a sell a zisklêriañ komzoù brav evit ar brezhoneg, n'emañ an tu mat na deus tu an UMP na deus tu ar PS ken nebeut. Evit e vefe deus hor yezh e holl dachennoù ar vuhez foran ken evit eskemm, na laoskomp ket dilennidi strolladoù Pariz ober o c'hoari ganti, pegen poanius e hañval dezho mont deus ar promesaoù d'an ober. Ret eo stourm evit ur galloud breton gouest da gemer divizoù, evel m'o deus graet menifesterien disadorn. Evit e rafe ar c'huzul-meur ar pezh a embann c'hoantaat e pedomp pep hini ac'hanoc'h da skrivañ dezhañ evit e gounit ditro ar brezhoneg e kelaouenn an departamant ha war e lec'hienn : lemagazine@cg22.fr , groupe.socialiste@cg22.fr, groupecommuniste@cg22.fr, groupeopposition@cg22.fr . Tèl : 0296628541, fax : 0296625006, par courrier Côtes d’Armor direction de l’information, de la communication et de la promotion 9 place du générale de Gaulle BP 2371 22023 Sant Brieg.

E anv EMGANN : Jan-Mai Salomon (degemennour evit Treger ha Gouelo)


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.