abadenn nevez Kan al Leon

Agenda publié le 26/02/16 19:06 dans Cultures par Bruno LE GRAS pour ABP
t:0

Evit an eil bloaz e kendalc'h gant an heulhiadeg sonadegoù ha friko roet lañs dezho warlene gant Ifig Kalvez, Paol Salaun ha Klervi an Intañv gant sikour un nebeut tud arall tro dro dezho.

Ifig paotr Gwiseni buhezour Arvorig FM a zo anavezet evit an dañs round pagan; Paol Salaun hemañ a zo kaner kan ha diskan gounezet gantañ Kan ar Bobl daou vloaz a zo, Klervi a diuouti renerez Ti ar vro Leon.

Soñj o deus bet o zri reiñ lañs d'un droiad kanadegoù evit derc'hel soñj e penn an dud eus glad ar c'han eus bro Leon.

Kroget warlene e kerbenn eskopti Leon da lavarout eo Kastell Paol e vez o fal lakaat ar c'hanadegoù_se da bourmenn tro ar vro Leon pemp gwech ar bloaz.

Pezh a laka an abadennoù da vezañ un tammig dibardet a zo ez eus bewech evit ar re a fell dezho tu da zebriñ boued ar vro.

D' ar gwener 4 a viz meurz neuze e vo an abadenn o tont e Komanna e kreiz Menez Are.

Ha c'hoant ho peus da gaout plijadur a-raok kregiñ gant ho dibenn-sizhun? Deuit d'ober un dro e Komanna!


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.